Niveroù 15:3
Ha pa gennigot d’ann Aotrou pé eur sakrifiz-losk, pé eur viktim ô sévéni hô kwéstlou, pé ô kenniga a-ioul hô rôou, pé ô tévi enn hô lidou brâz kennigou a c’houés vâd d’ann Aotrou, pé a éjenned, pé a zen̄ved;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Pa viot éat da choum enn douar a rôinn d’é-hoc’h,
Cross References
Leviticus 1:2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Pa gennigô eur ré ac’hanoc’h d’ann Aotrou eunn hostiv loéned, da lavaroud eo éjenned pé dén̄ved a lazô;
Leviticus 1:13Gwa1c’hi a rain̄t ar bouzellou hag ann treid gan̄d dour. Hag ar bélek a zevô war ann aoter ann holl draou gémennet, ével eur sakrifiz-losk, hag eunn dra a c’houés-vâd d’ann Aotrou.
Leviticus 7:16Mar kennig eur ré eunn hostiv goudé gwéstl, pé a-ioul frank, é vézô debret ivé enn hévélep deiz; hôgen mar choum eunn dra anézhi évid an̄trônôz, é vézô lézet hé dibri.
Leviticus 22:18Komz oud Aaron, oud hé vipien, hag oud holl vugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn hô touez, en dévézô kenniget hé rô, pé ô sévéni hé westl, pé ô kenniga eûz hé ioul-vâd kémen̄d a gennig d’ann Aotrou é sakrifiz-losk,