Leviegezh 22:2
Komz oud Aaron hag oud hé vipien, évit ma pellain̄t diouc’h kennigou sakr bugalé Israel, ha na zaotrin̄t két va hanô san̄tel er péz a zô kenniget d’in. Mé eo ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
Cross References
Leviticus 15:31Deski a réod éta da vugalé Israel en em virout diouc’h ann dic’hlanded, évit na varvin̄t két enn hô saotrou, goudé béza mastaret va zabernakl a vézô enn hô c’hreiz.
Leviticus 19:12Na doui két é-gaou em hanô, ha na zaotri két hanô da Zoué. Mé eo ann Aotrou.
Leviticus 21:6Sen̄t é vézin̄t évid hô Doué, ha na zaotrin̄t két hé hanô: rag hî a gennig ézan̄s ann Aotrou, ha baraou hô Doué; ha rak-sé é vézin̄t sen̄t.
Leviticus 22:32Na zaotrit két va hanô san̄tel, évit ma vézinn san̄télet é-touez bugalé Israel. Mé eo ann Aotrou hô laka da véza sen̄t,
Numbers 18:32Ha na béc’hot két war gémen̄t-man̄, ô miroud évid-hoc’h ar gwella hag al larta, gan̄d aoun na vé saotret gan-é-hoc’h kennigou bugalé Israel, ha na varvchac’h. ———— XIX. PENNAD. Dour a zic’haouidigez.