Leviegezh 15:31
Deski a réod éta da vugalé Israel en em virout diouc’h ann dic’hlanded, évit na varvin̄t két enn hô saotrou, goudé béza mastaret va zabernakl a vézô enn hô c’hreiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 13:59Chétu énô lézen al lovren̄tez é-ken̄ver ann diḻad pé a c’hloan, pé a lin, eûz ar steûen pé eûz ann anneûen, pé é kémen̄t a zô gréat gan̄t krec’hin; ma vézô gwézet pé é vézin̄t glân pé dic’hlan. ———— XIV. PENNAD. Glanérez eunn dén lovr, hé dî hag hé ziḻad.
Leviticus 20:3Ha mé a lakai va dremm a-éneb ann dén-zé, hag é laminn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl, ô véza ma en deûz rôet eûz hé wenn da Voloc’h, ma en deûz mastaret va san̄tuar, ha ma en deûz saotret va hanô san̄tel.
Numbers 5:3Kasit-hén̄ er-méaz eûz ar c’hamp, daoust pé eo eur goaz pé eur vaouez, gan̄d aoun na zaotrfen̄t al léac’h é péhini é choumann gan-é-hoc’h.
Numbers 19:20Mar béz eur ré ha n’eo két bét skarzet enn doaré-zé, é vézô tennet hé vuez eûz a greiz ar strollad; ô véza ma en deûz saotret san̄tuar ann Aotrou, ha n’eo két bét sparfet gan̄d ann dour a zic’haouidigez.
Psalms 66:18Ma em eûz sellet oud ar fallagriez em c’haloun, ann Aotrou na zélaouô két ouz-in.
Ezekiel 23:38Hôgen kémen̄t-man̄ hô deûz ivé gréat d’in: va zan̄tuar hô deûz saotret enn deiz-zé, ha va deisiou sabbat hô deûz gwallet.