Leviegezh 22:25
Na gennigot két d’hô Toué baraou eûz a zourn eunn diavésiad, na nétrâ all eûz a gémen̄t a felfé d’ézhan̄ da rei; râk dic’hlan ha saotret in̄d holl; n’hô digémérot két.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
26Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
Cross References
Leviticus 21:6Sen̄t é vézin̄t évid hô Doué, ha na zaotrin̄t két hé hanô: rag hî a gennig ézan̄s ann Aotrou, ha baraou hô Doué; ha rak-sé é vézin̄t sen̄t.
Leviticus 21:21Kémen̄d hini eûz a wenn Aaron, ar bélek, en dévézô eur merk-bennâg, na dôstai két évit kenniga hostivou d’ann Aotrou, pé baraou d’hé Zoué.
Numbers 16:40Évit ma vijen̄t pelloc’h da gélen da vugalé Israel; évit na dôstai dén diavésiad é-béd, nag hini ha na vézô két eûz a wenn Aaron da genniga ézan̄s d’ann Aotrou, gan̄d aoun na c’houzan̄vché ével m’en deûz gouzan̄vet Koré, hag hé holl strollad, hervez m’en dôa ann Aotrou hé lavaret da Voizez.
Malachi 1:7Kenniga a rît war va aoter bara saotret, hag é livirit: É pétrâ hon eûz-ni da zaotret? Enn abek ma hoc’h eûz lavaret: Disprizet eo taol ann Aotrou.