Niveroù 16:40
Évit ma vijen̄t pelloc’h da gélen da vugalé Israel; évit na dôstai dén diavésiad é-béd, nag hini ha na vézô két eûz a wenn Aaron da genniga ézan̄s d’ann Aotrou, gan̄d aoun na c’houzan̄vché ével m’en deûz gouzan̄vet Koré, hag hé holl strollad, hervez m’en dôa ann Aotrou hé lavaret da Voizez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 1:51Pa vézô réd mon̄d enn hen̄t, al Lévited a zisteñô ann tabernakl; ha pa vézô diazézet ar c’hamp, her steñin̄t. Kémen̄t diavésiad-bennag a dôstai, a vézô lékéat d’ar marô.
Numbers 3:38Moizez hag Aaron gan̄d hé vipien, péré hô deûz ann diwall eûz ar san̄tuar é-kreiz bugalé Israel, a lakai hô c’hamp dirâk tabernakl an gévrédigez, da lavaroud eo, war-zû ar sâv-héol. Kémen̄d diavésiad a dôstai out-hô, a vézô lékéat d’ar marô.
Psalms 115:10Krédet em eûz, râk-sé em eûz komzet: hôgen gwall vuéléet ounn bét.