Leviegezh 24:8
Da bép deiz sabbat é vézô névézet ar baraou-zé dirâg ann Aotrou, goudé ma vézin̄t bét rôet gan̄t bugalé Israel ével eur gévrédigez peûr-baduz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 4:7Hî a lakai ivé enn eur ballen a liou c’hlâz ann daol a varaou kennig; ha gan̄t-hi ann ézan̄souérou, hag al listri-brév, hag ar c’hôpou hag ann hanafou évid ar skuḻou braoued; hôgen ar baraou a vézô bépréd war-n-ézhi.
1 Chronicles 9:32Hôgen hiniennou eûz a vipien Kaat, hô breûdeûr, hô dôa ar garg eûz ar baraou-kennig, évid aoza baraou névez da bép Sabbat.
Nehemiah 10:33Évid ar baraou kennig, hag ar sakrifiz peûr-baduz, hag ar sakrifiz-losk peûr-baduz é deisiou ar sabbat, é deisiou ken̄ta ar mîz, er gouéliou-lîd, er sakrifisou a béoc’h, hag er ré évid ar péc’hed: ma vézô pédet évid Israel, ha na vézô diouéret nétrâ a gémen̄t a zô réd évit tî hon Doué.