Leviegezh 24:9
Hag hî a vézô da Aaron ha d’hé vipien, évid hô dibri el léac’h san̄tel; ô véza ma in̄t san̄tel-brâz, ha gwéstlet d’ann Aotrou dré eur gwîr peûr-baduz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 3:17Dré eur gwîr peûr-baduz a-wenn-é-gwenn, hag enn hoc’h holl diez; ha na zebrot bikenn na goad, na lard. ———— IV. PENNAD. Sakrifiz évid ar péc’héjou a ziwiziégez.
Leviticus 6:11É laoskô hé gen̄ta wiskaman̄chou, hag ô véza lékéat gwiskaman̄chou all, é tougô al ludu er-méaz eûz ar c’hamp, hag é peûr-zevô anézhan̄ enn eul léac’h glân.
Leviticus 8:3Ha dastum ann holl bobl é-tâl dôr ann tabernakl.
Leviticus 10:12Neûzé Moizez a lavaraz da Aaron, ha da Éléazar, ha da Itamar, hé vipien, a oa choumet d’ézhan̄: Kémérid ar sakrifiz a zô choumet eûz a gennig ann Aotrou, ha debrit-hén̄ hép goell é-tâl ann aoter, ô véza ma eo eunn dra san̄tel-brâz.
Leviticus 21:22Dibri a rai koulskoudé eûz ar varaou a zô kenniget er san̄tuar;