Leviegezh 24
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
2Gourc’hémenn da vugalé Israel ma tigasin̄t d’id éôl olivez ar glana, hag ar skédusa, évit lakaad da zevi er c’hleûzeûriou é péb amzer,
3Er-méaz eûz a wél ann desténi, é tabernakl ar gévrédigez. Aaron hô lakai adaleg ar pardaez bétég ar min̄tin dirâg ann Aotrou, diouc’h eul lid a-vépréd enn hô kwenn.
4Lékéat é vézin̄t bépréd war eur c’han̄tôler glân-brâz dirâg ann Aotrou.
5Kéméroud a rî ivé bleûd glân, hag é poazi anézhan̄ daouzék bara, péré a vézô pép-hini eûz a zaou zékved bleûd.
6Hag é likii anézhô c’houéac’h a bép tû war ann daol glân-brâz dirâg ann Aotrou.
7Hag é likii war-n-ézhô ézan̄s luc’huz-brâz, évit ma vézô ar bara ével eur c’houn eûz ar c’hennig gréat d’ann Aotrou.
8Da bép deiz sabbat é vézô névézet ar baraou-zé dirâg ann Aotrou, goudé ma vézin̄t bét rôet gan̄t bugalé Israel ével eur gévrédigez peûr-baduz.
9Hag hî a vézô da Aaron ha d’hé vipien, évid hô dibri el léac’h san̄tel; ô véza ma in̄t san̄tel-brâz, ha gwéstlet d’ann Aotrou dré eur gwîr peûr-baduz.
10É-keit-sé mâb eur c’hrég eûz a Israel, péhini é dôa bét eûz a eunn dén eûz ann Éjipt é-touez bugalé Israel, en em ren̄daélaz er c’hamp gan̄d eunn dén eûz a Israel.
11Ha pa en dôé drouk-komzet oud hanô ann Aotrou, ha ma en dôé hé villiget, é oé digaset da Voizez (hôgen hé vamm a oa hanvet Salumit, hag a oa merc’h da Zabri eûz a vreûriez Dan.)
12Hag é oé kaset er vâc’h, bété ma vijé gwézet pétrâ a c’hourc’hémenné ann Aotrou.
13Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
14Kâs ann drouk-komzer-zé er-méaz eûz ar c’hamp; ha ra lakai kémen̄d hini en deûz hé glevet, hé zaouarn war hé benn, ha ra vézô labézet gan̄d ar bobl holl.
15Hag é liviri da vugalé Israel: Piou-bennâg a zrouk-pédô gan̄d hé Zoué a zougô hé béc’hed.
16Ha néb a zrouk-komzô eûz a hanô ann Aotrou, ra vézô lékéat d’ar marô; ar bobl holl a labézô anézhan̄, daoust mar d-eo eûz ar vrô, pé mar d-eo a-ziavéaz brô. Néb a zrouk-komzô eûz a hanô ann Aotrou, ra vézô lékéat d’ar marô.
17Néb en dévézô skôet gan̄d eunn dén, hag en dévézô hé lazet, ra vézô lékéat d’ar marô.
18Néb en dévézô skôet gan̄d eul loen, hag hé lazet, a rôi eunn all évit-han̄, da lavaroud eo, loen évit loen.
19Néb en dévézô gloazet unan-bennâg eûz hé genvrôiz; ével ma en deûz gréat, ra vézô gréat d’ézhan̄:
20Torr évit torr, lagad évit lagad, dan̄t évit dan̄t a rôi. Ann hévelep gloaz en dévézô gréat, a vézô réd d’ézhan̄ da c’houzan̄vi.
21Néb en dévézô lazet eul loen-samm, a rôi eunn all. Néb en dévézô lazet eunn dén, a vézô lazet.
22Ra vézô unvan ar varn étré-z-hoc’h, daoust pé eunn dén eûz ar vrô, pé eunn diavésiad eo en dévézô péc’het; râk mé eo ann Aotrou hô Toué.
23Moizez a gomzaz ével-sé out bugalé Israel; hag hî a gasaz ann hini en dôa drouk-komzet er-méaz eûz ar c’hamp, hag hel labézchon̄t. Ha bugalé Israel a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez. ———— XXV. PENNAD. Éhan er seizved bloaz. Ar Jubilé. Diwar-benn ann usurérien̄ hag ar sklaved.