Leviegezh 25:14
Pa werzi eunn dra d’as brôad, pé pa bréni eunn dra digan̄t-han̄, na c’hlac’har két da vreûr; hôgen prén digan̄t-han̄ hervez ann niver eûz a vloavésiou ar Jubilé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13É bloaz ar Jubilé ann holl a zistrôi d’hé vadou ken̄t.
15Hag hén̄ a werzô d’id hervez ar préd da zastumi ar frouez:
Cross References
Leviticus 19:13Na damalli két é-gaou da nesa, ha na waski két anézhan̄ dré nerz. Gôbr da zévézour na choumô két enn da dî bétég ar min̄tin.
Deuteronomy 16:19Hag ouc’h-penn é varnin̄t anézhan̄ da gan̄t sikl arc’han̄t a rôi da dâd ar plac’h-iaouan̄k; ô véza ma en deûz mézékéet gan̄d eur gwall-hanô eur werc’hez eûz a Israel: ha da c’hrég en dévézô anézhî, ha na hellô két hé c’hâs-kuît keit ha ma vévô.
1 Samuel 12:3Ha Jonatas a dréc’haz gward ar Filistined a oa é Gabaa, hag ar Filistined a glévaz kémen̄t-sé: ha Saül a lékéaz da zéni trompillou dré ann holl vrô, ô lavarout: Ra glévô ann Hébréed.
Nehemiah 9:36Chétu nî a zô sklaved hiriô; hag enn douar éz pôa rôet d’hon tadou, évit ma tebrchen̄t ar bara hag ar frouez a zeûjé enn-han̄, chétu nî a zô sklaved.
Psalms 10:18Évid barna é-gounid ann emzivad hag ann dén mac’het; évit na glaskô mui ann dén en em stambouc’ha war ann douar. ———— X. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.
Proverbs 21:13Néb a zerr hé skouarn out garm ar paour, a c’harmô hé-unan, ha na vézô két sélaouet out-han̄.