Leviegezh 26:37
Pép-hini anézhô a gouézô war hé vreûdeûr, ével pa dec’hfen̄t diouc’h ar brézel; hini ac’hanoc’h na grédô ôber-penn d’hoc’h énébourien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
38Mervel a réot é-touez ar brôadou, hag é varvot é douar hoc’h énébourien. (T).
Cross References
Leviticus 26:17Lakaad a rinn drouk da zével enn-oun (T) enn hoc’h énep, ha c’houi a vézô diskaret dirâg hoc’h énébourien; ha c’houi a blégô dindân ar ré hô kasai; tec’houd a réot, hép ma vé dén war hô lerc’h. (T).
Joshua 7:12Israel na hellô mui derc’hel stard oud hé énébourien, hag é tec’hô dira-z-hô; ô véza ma eo en em zaotret gan̄d ann anaoué. Na vézinn mui gan-é-hoc’h ken n’hô pézô gwastet ann hini a zô kabluz eûz ann drouk-zé.
Judges 7:22Hag ann tri chan̄t dén na éhanen̄t két da zéni gan̄d hô c’herniel-boud. Hag ann Aotrou a lékéaz klézé ann eil da zével out klézé égilé dré ann holl gamp, hag hî en em lazé étré-z-hô;
1 Samuel 14:15Ha Saül a lavaraz: eûz a Amalek in̄t bét digaset; râg ar bobl en deûz espernet ar péz a oa a wella enn dén̄ved hag enn éjenned, évit hô c’henniga d’ann Aotrou, da Zoué, é sakrifiz; rag ar ré all a zô bét lazet gan-é-omp.
Jeremiah 37:10Nabuzardan, penn ann armé, a lézaz é brô Juda ar ré baour eûz ar bobl, ar ré n’hô dôa nétrâ; hag é rôaz d’ézhô gwini ha pun̄sou enn deiz-zé.