Leviegezh 26:44
Ha koulskoudé é-pâd ma édon̄t é douar hô énébourien (T), n’em eûz két hô distolet krenn, ha n’em eûz két hô disprizet bétég hô dizeria, ha lakaad da véza gwân ar gévrédigez em eûz gréat gan̄t-hô. Rak mé eo ann Aotrou hô Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 9:17Ha né két fellet d’ézhô klevout, ha né két deûet da goun d’ézhô ar burzudou ez pôa gréat évit-hô. Kalédet hô deûz hô fennou, ha dré énébiez in̄t distrôet a-névez oud ar sklavérez. Hôgen té, Doué talvouduz, hégarad ha trugarézuz, habask ha leûn a drugarez, n’éc’h eûz két hô dilézet:
Psalms 89:33Hôgen na denninn két va zrugarez diwar-n-ézhan̄, ha na fallainn két em gwirionez:
Psalms 103:13Ével m’en deûz eunn tâd truez oud hé vugalé, en deûz ann Aotrou truez oud ar re a zouj anézhan̄;
Jeremiah 24:5Pa hô deûz lavaret: Ra zistrôi pép-hini ac’hanoc’h eûz hé wall hen̄t, hag eûz hé vénosiou fallagr, hag é choumot a-gan̄tved-é-kan̄tvéd enn douar en deûz rôet ann Aotrou d’é-hoc’h ha d’hô tadou.
Jeremiah 31:20Té éc’h eûz lékéat arouésiou ha burzudou é douar ann Éjipt bété vréma, hag enn Israel, hag é-touez ann dûd, hag éc’h eûz gréad d’id eunn hanô, ével ma eo hiriô.