Leviegezh 3:1
Mar gra eunn dén eur c’hennig a béoc’h, ha mar d’eo eur c’hennig a éjenned, pé bâr pé barez, é kennigô anézhô dinam d’ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 1:3Mar d-eo hé gennig eur sakrifiz-losk, ha mar d-eo eunn éjenn, é kennigô eur par dinam oud dôr tabernakl ann désténi, évit lakaad ann Aotrou da véza trugarézuz enn hé gén̄ver.
Leviticus 7:11Chétu aman̄ lézen ann hostiv péoc’huz a véz kenniget d’ann Aotrou.
Leviticus 17:5Râk-sé bugalé Israel a dlé digas d’ar bélek hô hostivou, ar ré a lazon̄t peûrvuia er park, évit ma vézin̄t gwéstlet d’ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi, ha ma vézin̄t lazet d’ann Aotrou evel hostivou a béoc’h.
Leviticus 22:21Piou-bennâg a gennigô d’ann Aotrou eur viktim a beoc’h pé ô sévéni hé wéstl, pé ô kenniga eûz hé ioul, pé eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, é kennigô anézhan̄ dinam, évit ma vézô kavet mâd; na vézô nam é-béd enn-han̄.
Numbers 7:17Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemp bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Nahason, mâb Aminadab.