Leviegezh 3:2
Hag é lakai hé zourn war benn hé viktim, a vézô lazet é-tâl dôr tabernakl ann désténi; hag ar véleien, mipien Aaron, a skuḻô ar goad war-dro ann aoter.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 1:4Lakaad a rai hé zourn war benn ann hostiv, péhini a vézô digéméret, hag a vézô da ziskarg d’ézhan̄.
Leviticus 1:11Hag é lazô anézhan̄ dirâg ann Aotrou, é tû ann aoter a zell oud ann han̄ter-nôz; ha mipien Aaron a skuḻô hô goad trô-war-drô d’ann aoter;
Leviticus 16:21Hag ô véza lékéat hé zaou zourn war benn ar bouc’h, é tisklériô holl fallagriézou bugalé Israel, hag hô holl wallou, hag hô holl béc’héjou; hag oc’h hô lakaat gan̄d drouk-peden war benn ar bouc’h, her c’hasô d’ann distrô gan̄d eunn dén daré évit-sé.
Leviticus 17:4Ha n’en dévézô két hé genniget d’ann Aotrou é-tâl dôr ann tabernakl, a vézô kabluz eûz a skûḻ goâd: hag é varvô eûz a greiz hé bobl, ével pa en défé skuḻet goâd eunn dén.
Isaiah 53:6Klaskit ann Aotrou, en̄dra ma hell béza kavet; galvit-hén̄, en̄dra ma éma tôst.