Leviegezh 4:7
Lakaad a rai eûz ann kévélep goad war gerniel aoter al louzou c’houés vâd a zô hétuz d’ann Aotrou, ha péhini a zô é tabernakl ann désténi; hag ann dilerc’h eûz ar goad a skuḻo out troad aoter ar sakrifiz-losk, é-tâl dôr ann tabernakl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:18Hag é lakai eûz ann hévélep goad war gerniel ann aoter a zô dirâg ann Aotrou é tabernakl ann désténi; hag ann dilerc’h eûz ar goad a skuḻo out troad aoter ar sakrifisou-losk, a zô é-tâl dôr tabernakl ann désténi.
Leviticus 4:34Ar bélek a gémérô eûz hé c’hoad gan̄d hé vîz, hag a lakai anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hag a skuḻô ann dilerc’h out troad ann aoter.
Leviticus 8:15É lazaz Moizez anézhan̄; hag ô kéméroud hé c’hoad, é soubaz hé vîz enn-han̄, hag é lékéaz anézhan̄ war gerniel ann aoter trô-war-drô; hag ô véza ével-sé hé c’hlanet hag hé san̄télet, é skuḻaz ann dilerc’h eûz ar goâd out troad ann aoter.
Leviticus 16:18Hôgen pa vézô deûet er-méaz étrézég ann aoter a zô dirâg ann Aotrou, ra bédô évit-han̄ hé unan; ha goudé béza kéméret eûz a c’hoad al leûé, hag eûz a c’hoad ar bouc’h, ra skuḻô anézhan̄ war gerniel ann aoter trô-war-drô;