Leviegezh 8:15
É lazaz Moizez anézhan̄; hag ô kéméroud hé c’hoad, é soubaz hé vîz enn-han̄, hag é lékéaz anézhan̄ war gerniel ann aoter trô-war-drô; hag ô véza ével-sé hé c’hlanet hag hé san̄télet, é skuḻaz ann dilerc’h eûz ar goâd out troad ann aoter.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 1:11Hag é lazô anézhan̄ dirâg ann Aotrou, é tû ann aoter a zell oud ann han̄ter-nôz; ha mipien Aaron a skuḻô hô goad trô-war-drô d’ann aoter;
Leviticus 3:8É lakai hé zourn war benn hé viktim, a vézô lazet é-tâl dôr tabernakl ann désténi: ha mipien Aaron a skuḻô hé c’hoad war-drô ann aoter.
Leviticus 4:17Hag ô véza soubet hé viz enn-han̄, é sparfô seiz gwéach é-tâl ar wél.
Leviticus 4:25Ar bélek a zoubô hé vîz é goad hostiv ar péc’hed, hag a lakai anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hag a skuḻo ann dilerc’h oud troad ann aoter.
Leviticus 6:30E-kén̄ver ann hostiv a lazeur évid ar péc’hed, a béhini é tougeur ar goâd é tabernakl ann désténi évid ôber ann dic’haouidigez er san̄tuar, na vézô kéd debret, hôgen devet é vézô gan̄d ann tân. ———— VII. PENNAD. Eûz ann hostiv a béoc’h.