Leviegezh 5:11
Ma na hell két kenniga diou durzunel, pé diou goulmik, é kennigô évid hé béc’hed ann dékved lôden eûz a eunn éfi a vleûd glân; na lakai kéd a éôl enn-han̄ nag ézan̄s war-n-ézhan̄, ô véza ma eo évid ar péc’hed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 2:4Hôgen pa gennigit eur sakrifiz bleûd poazet er fourn, da lavaroud eo baraou dic’hoell glébiet gan̄d éôl ha kouiñou dic’hoell lardet gan̄d éôl;
Leviticus 5:6Graet pinijen évid hé béc’hed, 6 Ha kéméret eûz ann dropellou eunn oan pé eur menn-gavr; hag ar bélek a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed.
Leviticus 5:12Hé rei a rai d’ar bélek, péhini a gémérô eunn dournad anézhan̄, hag he zevô war ann aoter, é én̄vor ann hini en dévézô hé genniget.
Leviticus 14:21Mar d-eo paour, ha ma na hell két kaout ar péz a zô lavaret, é kémérô eunn oan a vézô kenniget évid ann drouk, évit ma pédô ar bélek évit-han̄, hag ann dékved lôden eûz a vleûd glân glépiet gan̄d éôl évid eur sakrifiz, hag eur chopinad éôl,
Numbers 5:15É kasô-hén̄ anézhi dirâg ar bélek, hag é kennigô évit-hi ann dékved lôden eûz a eur gon̄vor bleûd heiz. Na skuḻô két a éôl war-n-ézhan̄, ha na lakai két a ézan̄s, ô véza ma eo eur sakrifiz a oaz, hag eur c’hennig évid en̄klaskout ann avoultriez.