Leviegezh 5
1Mar pec’h eunn dén, goudé béza klevet eur ré oc’h ôber lé; mar d-eo bét tést, pé évit beza gwélet, pé évit béza gwézet, ha ma n’hen diskuḻ két, é tougô hé fallagriez.
2Ma laka eunn dén hé zourn war eunn dra-bennâg a zô louz, pé war eunn dra a vézô bét lazet gan̄d eul loen, pé a vézô marô anézhan̄ hé-unan, pé war eul loen stlej, ha pa en défé an̄kounac’héat hé lousdoni, eo kabluz ha faziet en deûz;
3Ha ma en deûz lékéad hé zourn war eunn dra-bennâg a louz eûz ann dén, hervez kémen̄t lousdoni gan̄t péré é hell béza saotret; goudé béza hé an̄kounac’héat, mar teû pelloc’h d’hé anaout, é vézô dindân ar fazi.
4Ma en deûz eunn dén touet ha lavaret gan̄d hé vuzellou, ha krétéet gan̄d hé lé ha gan̄d hé c’heriou pénaoz é rajé eunn dra zroug pé eunn dra vâd; goudé béza an̄kounac’héat hé fazi, mar teû pelloc’h d’hé anaout,
6Graet pinijen évid hé béc’hed, 6 Ha kéméret eûz ann dropellou eunn oan pé eur menn-gavr; hag ar bélek a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed.
7Hôgen ma na hell két kenniga eûz hé dropel, kenniget d’ann Aotrou diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar péc’hed, hag ébén ével eur c’hennig-losk.
8Hag hén̄ hô rôi d’ar bélek, péhini ô kenniga ar gen̄ta évid ar péc’hed, a drôi hé fenn oud ann eskel, enn hévélep doaré ma choumô stâg oud ar gouzoug, ha na vézô két diframmet diout-hi enn-holl-d’ann-holl.
9Hag hén̄ a sparfô gan̄d hé goad môger ann aoter; ha kémen̄d a choumô a skuḻô war droad ann aoter, ô véza ma eo évid ar péc’hed.
10Ebén a zevô ével eur sakrifiz-losk; hag ar bélek a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed, hag é vézô distolet d’ézhan̄.
11Ma na hell két kenniga diou durzunel, pé diou goulmik, é kennigô évid hé béc’hed ann dékved lôden eûz a eunn éfi a vleûd glân; na lakai kéd a éôl enn-han̄ nag ézan̄s war-n-ézhan̄, ô véza ma eo évid ar péc’hed.
12Hé rei a rai d’ar bélek, péhini a gémérô eunn dournad anézhan̄, hag he zevô war ann aoter, é én̄vor ann hini en dévézô hé genniget.
13Hag é pédô hag é tic’haouô évit-han̄; hag ann dilerc’h en dévézô ével eur gôbr évit-han̄.
14Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
15Mar pec’h eunn dén dré ziwiziégez a-éneb ann traou a zô gwéstlet d’ann Aotrou, é kennigô évid hé béc’hed eunn tourz dinam eûz ann dropellou, a hell béza prénet gan̄d daou sikl, hervez men̄t ar san̄tuar.
16Hag hén̄ a zistôlô ar péz en dévézô kéméret é gaou, ha pemp gwéach kémen̄d all ouc’h-penn, a rôi d’ar bélek, péhini a bédô évid ann hini a gennigô ann tourz, hag é vézô distolet hé béc’hed da hé-man̄.
17Mar pec’h eunn dén dré ziwiziégez, ha mar gra eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou, hag ô véza kabluz eûz ar fazi-zé, éc’h anavez hé fallagriez,
18É kémérô eûz a greiz hé dropel eunn tourz dinam, a gennigô d’ar bélek hervez ar ven̄t hag ar prizadur eûz ar péc’hed; hag ar béleg a bédô évit-han̄, ô véza ma en dévézô gréat ar fazi héb hé c’houzout; hag é vézô distôlet d’ézhan̄,
19Dré ma en deûz péc’het dré ziwiziégez a-éneb ann Aotrou. ———— VI. PENNAD. Lézen ar sakrifisou.