Leviegezh 5:18
É kémérô eûz a greiz hé dropel eunn tourz dinam, a gennigô d’ar bélek hervez ar ven̄t hag ar prizadur eûz ar péc’hed; hag ar béleg a bédô évit-han̄, ô véza ma en dévézô gréat ar fazi héb hé c’houzout; hag é vézô distôlet d’ézhan̄,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
19Dré ma en deûz péc’het dré ziwiziégez a-éneb ann Aotrou. ———— VI. PENNAD. Lézen ar sakrifisou.
Cross References
Leviticus 1:3Mar d-eo hé gennig eur sakrifiz-losk, ha mar d-eo eunn éjenn, é kennigô eur par dinam oud dôr tabernakl ann désténi, évit lakaad ann Aotrou da véza trugarézuz enn hé gén̄ver.
Leviticus 4:20Ober a rai eûz al leûé-zé, ével ma en deûz gréat eûz al leûé all ken̄toc’h; hag ar bélek ô pédi évit-hô, ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hô c’hén̄ver.
Leviticus 6:6Hôgen évid hé béc’hed é kennigô eunn tourz dinam eûz hé dropel, hag é rôiô anézhan̄ d’ar bélek, hervez ar prizadur hag ar ven̄t eûz ann drouk.