Leviegezh 5:17
Mar pec’h eunn dén dré ziwiziégez, ha mar gra eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou, hag ô véza kabluz eûz ar fazi-zé, éc’h anavez hé fallagriez,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:2Lavar da vugalé Israel: Pa en deûz péc’het eunn dén dré ziwiziégez a-éneb unan eûz a c’hourc’hémennou ann Aotrou, ha ma en deûz gréad eunn dra a oa bét lavaret d’ézhan̄ na rajé két:
Leviticus 4:22Mar pec’h eur prin̄s, ha mar grâ dré ziwiziégez eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou;
Leviticus 5:1Mar pec’h eunn dén, goudé béza klevet eur ré oc’h ôber lé; mar d-eo bét tést, pé évit beza gwélet, pé évit béza gwézet, ha ma n’hen diskuḻ két, é tougô hé fallagriez.
Leviticus 5:15Mar pec’h eunn dén dré ziwiziégez a-éneb ann traou a zô gwéstlet d’ann Aotrou, é kennigô évid hé béc’hed eunn tourz dinam eûz ann dropellou, a hell béza prénet gan̄d daou sikl, hervez men̄t ar san̄tuar.