Leviegezh 5:4
Ma en deûz eunn dén touet ha lavaret gan̄d hé vuzellou, ha krétéet gan̄d hé lé ha gan̄d hé c’heriou pénaoz é rajé eunn dra zroug pé eunn dra vâd; goudé béza an̄kounac’héat hé fazi, mar teû pelloc’h d’hé anaout,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 27:2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Ann dén en dévézô gréat eur gwéstl, hag en dévézô rôet he vuez da Zoué, a roi ar prîz-man̄, hervez ma vézô prizet.
Numbers 30:8Ma na éneb két ann ozac’h, enn hévélep deiz ma en deûz hé glevet, é vézô hî dalc’het d’hé gwéstl, hag é sévénô kémen̄d é vézô en em wéstlet da ôber;
Joshua 9:15Ha Jozué a rôaz ar péoc’h d’ézhô; ha goudé béza bét gréat kévrédigez gan̄t-hô, é rôaz hé c’hér d’ézhô pénaoz na vijen̄t két lazet. Ha prin̄sed ar bobl a douaz ivé ann hévélep trâ d’ézhô.
Judges 11:31Ar c’hen̄ta a zeûiô er-méaz eûz va zî, hag a iélô war va arbenn (T) pa zistrôinn gan̄d ar péoc’h eûz a vrô mipien Ammon, a genniginn d’ann Aotrou é sakrifiz-losk.
Judges 21:18Koulskoudé na hellomp két rei d’ézhô hor merc’hed, ô véza ma omp dalc’het gan̄d hol lé hag ar gwall-béden hon eûz gréat, pa hon eûz lavaret: Milliget ra vézô ann hini a rôi unan eûz hé verc’hed da c’hrég da vipien Ben̄jamin.
1 Samuel 14:24Ha Saül a lavaraz da Zamuel: Péc’het em eûz ô véza ma em eûz torret gér ann Aotrou ha da c’heriou té, gan̄d aoun râg ar bobl hag évit sen̄ti oud hô mouéz.