Eil Levr Shmouel 14:24
Ha Saül a lavaraz da Zamuel: Péc’het em eûz ô véza ma em eûz torret gér ann Aotrou ha da c’heriou té, gan̄d aoun râg ar bobl hag évit sen̄ti oud hô mouéz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
25Hôgen bréma doug va fec’hed, mé az péd, ha distrô gan-én̄, évit ma azeûlinn ann Aotrou.
Read all of Eil Levr Shmouel 14
Cross References
Leviticus 5:4Ma en deûz eunn dén touet ha lavaret gan̄d hé vuzellou, ha krétéet gan̄d hé lé ha gan̄d hé c’heriou pénaoz é rajé eunn dra zroug pé eunn dra vâd; goudé béza an̄kounac’héat hé fazi, mar teû pelloc’h d’hé anaout,
Numbers 21:2Hôgen Israel oc’h en em wéstla d’ann Aotrou gan̄d eul lé, a lavaraz: Ma lékéez ar bobl-zé étré va daouarn, é wastinn hé geriou.
Joshua 6:17Ra vézô anaouéet ar géar-zé: ha ra vézô gwéstlet d’ann Aotrou kémen̄t trâ a zô enn-hi. Ra choumô hép-kén béô Rahab ar c’hast, gan̄d ar ré holl a zô gan̄t-hi enn hé zî; rak kuzet é deûz ar ré hor bôa kaset évid anaoud ar vrô.
Judges 1:28Hôgen goudé ma oé deûet Israel da grévaat, é lékéaz anézhô da baéa gwiriou d’ézhan̄, ha na fellaz két d’ézhan̄ hô c’hâs-da-gét.
Judges 11:30Ha Jefté a réaz ar gwéstl d’ann Aotrou, ô lavarout: Mar lékéez mipien Ammon étré va daouarn,
Judges 21:5Piou eûz a holl vreûriézou Israel né két piñet gan̄d armé ann Aotrou? Râg hî a oa en em wéstlet gan̄d eul lé brâz, pa oan̄t é Masfa, da laza ar ré ha na zeûjen̄t két.