Leviegezh 5:7
Hôgen ma na hell két kenniga eûz hé dropel, kenniget d’ann Aotrou diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar péc’hed, hag ébén ével eur c’hennig-losk.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 5:8Hag hén̄ hô rôi d’ar bélek, péhini ô kenniga ar gen̄ta évid ar péc’hed, a drôi hé fenn oud ann eskel, enn hévélep doaré ma choumô stâg oud ar gouzoug, ha na vézô két diframmet diout-hi enn-holl-d’ann-holl.
Leviticus 9:3Lavar ivé da vugalé Israel: kémérid eur bouc’h évid ar péc’hed, hag eul leûé hag eunn oan bloaz hag hî dinam, évid eur sakrifiz-losk,
Leviticus 14:21Mar d-eo paour, ha ma na hell két kaout ar péz a zô lavaret, é kémérô eunn oan a vézô kenniget évid ann drouk, évit ma pédô ar bélek évit-han̄, hag ann dékved lôden eûz a vleûd glân glépiet gan̄d éôl évid eur sakrifiz, hag eur chopinad éôl,
Leviticus 14:31Unan évid ann drouk, hag ébén évid ar sakrifiz-losk, gan̄d hé braoued-kennig.
Leviticus 15:15Péhini a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk; hag é pédô évit-han̄ dirâg ann Aotrou, evit ma vézô glanet eûz a rédadur hé sper.
Leviticus 16:5Hag é tigémérô digan̄d ann holl strollad eûz a vugalé Israel daou vouc’h évid ar péc’hed, hag eunn tourz évid ar sakrifiz-losk.