Leviegezh 6:26
Ar bélek hé gennigô a zebrô anézhan̄ el léach san̄tel, é-tâl dôr ann tabernakl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 10:17Pérâg n’hoc’h eûz-hu két debret el léac’h san̄tel hostiv ar péc’hed, a zô san̄tel-brâz, hag a zô bét rôed d’é-hoc’h, évit ma tougot fallagriez ar bobl, ha ma pédot évit-han̄ dirâg ann Aotrou:
Ezekiel 42:13Hag hén̄ a lavaraz d’in: Kamprou ann han̄tez-nôz, ha kamprou ar c’hrésteiz, péré a zô dirâg ann tî rannet, ar ré-zé a zô kamprou san̄tel; enn-hô eo é tebr ar véléien, péré a dôsta oud ann Aotrou er san̄tuar: énô eo é lékéon̄t ann traou san̄tel, hag ar c’hennig évid ar péc’hed hag évid ar gwall; râg al léac’h a zô san̄tel.
Ezekiel 46:20Hag hén̄ a lavaraz d’in: Hé-man̄ eo al léac’h é péhini é poaz ar véléien ar péz a zô kenniget évid ar péc’hed, hag évid ar gwall, é péhini é poazon̄t ar boéd-kennig, évit n’hen dougin̄t két el leûren a-ziavéaz, ha na vézô két san̄télet ar bobl gan̄t-han̄.