Leviegezh 6:25
Lavar ann dra-man̄ da Aaron ha d’hé vipien: Chétu aman̄ lézen ann hostiv évid ar péc’hed: lazed é vézô dirâg ann Aotrou el léac’h ma kennigeur ar sakrifiz-losk; eunn dra san̄tel-brâz eo.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
24Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
26Ar bélek hé gennigô a zebrô anézhan̄ el léach san̄tel, é-tâl dôr ann tabernakl.
Cross References
Leviticus 1:5Hag hén̄ a lazô al leûé dirâg ann Aotrou, hag ar véleien, mipien Aaron, a gennigô hé c’hoad, ô skuḻa anézhan̄ war-drô d’ann aoter a zô é-tâl dôr ann tabernakl.
Leviticus 4:2Lavar da vugalé Israel: Pa en deûz péc’het eunn dén dré ziwiziégez a-éneb unan eûz a c’hourc’hémennou ann Aotrou, ha ma en deûz gréad eunn dra a oa bét lavaret d’ézhan̄ na rajé két:
Leviticus 4:29Hag hén̄ a lakai hé zourn war benn hostiv ar péched, hag a lazô anézhi é léac’h ar sakrifiz-losk.
Leviticus 6:17Rak-sé na vézô két lékéad a c’hoell enn-han̄, râk lôd anézhan̄ a véz kenniget d’ann Aotrou ével ézan̄s. Eunn dra san̄tel-brâz éta é vézô, ével ar péz a gennigeur évid ar péc’hed hag évid ann drouk.