Leviegezh 6
1Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
2Ann dén en dévézô péc’het, hag, ô tisprizout ann Aotrou, en dévézô nac’het oud hé nésa ar péz a vézô bét lékéat é trédéok dindân hé léalded, pé en dévézô kéméret eunn dra dré ners, pé en dévézô drouk-prézéget é gaou (T);
3Pé ô véza kavet eunn dra kollet, hé nac’hô, hag a rai ouch-penn eul lé faoz, pé en dévézô gréat eur péc’hed all, eûz ar ré a ra peûrvuia ann dûd;
4O véza ken̄drec’het gan̄d hé béc’hed,
5É tistolô a-grenn kémen̄d ha ma vézô fellet d’ézhan̄ da gaout dré laéron̄si; hag é rôiô eur bempved lôden ouc’h-penn d’ar perc’hen out péhini en dévézô gréat gaou.
6Hôgen évid hé béc’hed é kennigô eunn tourz dinam eûz hé dropel, hag é rôiô anézhan̄ d’ar bélek, hervez ar prizadur hag ar ven̄t eûz ann drouk.
7Hag ar bélek a bédô évit-han̄ dirâg ann Aotrou; ha kémen̄d droug en dévézô gréat ô péc’hi a vézô distolet d’ézhan̄.
8Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
9Gourc’hémenn ann dra-man̄ da Aaron ha d’hé vipien: Chétu aman̄ lézen ar sakrifiz-losk: Devet é vézô war ann aoter héd ann noz bétég ar min̄tin; ann tân a vézô kéméret eûz ann aoter hé-unan.
10Ar bélek a wiskô hé saé hag hé vragou lîn; hâg é kémérô al ludu a choumô war-lerc’h ann tân gwastuz, ha goudé béza hé lékéat é-tâl ann aoter,
11É laoskô hé gen̄ta wiskaman̄chou, hag ô véza lékéat gwiskaman̄chou all, é tougô al ludu er-méaz eûz ar c’hamp, hag é peûr-zevô anézhan̄ enn eul léac’h glân.
12Ann tân a zevô bépréd war ann aoter, hag ar bélek a vagô anézhan̄, ô lakaat bemdéz, diouc’h ar min̄tin, keûneûd war-n-ézhan̄; ha goudé béza lékéat ar viktim war ar c’heûneûd, é tevô war-c’horré lard ann hostivou a béoc’h.
13Hen-nez eo ann tân peûr-baduz, péhini na dlé bikenn mouga war ann aoter.
14Chétu aman̄ lézen ar sakrifiz hag ar braoued-kennigou a gennigô mipien Aaron dirâg ann Aotrou ha dirâg ann aoter.
15Ar béleg a gémérô eunn dournad bleûd a vézô bét sparfet gan̄d éôl, hag ann holl ézan̄s a vézô bet lékéat war-c’horré ar bleûd; hag é tevô anézhan̄ war ann aoter, ével eunn dra a c’houés vâd dirâg ann Aotrou.
16Hôgen Aaron hag hé vipien a zebrô ar péz a choumô eûz a bleûd hép goell, hag é tebrin̄t anézhan̄ el léac’h san̄tel, é-tâl dôr ann tabernakl.
17Rak-sé na vézô két lékéad a c’hoell enn-han̄, râk lôd anézhan̄ a véz kenniget d’ann Aotrou ével ézan̄s. Eunn dra san̄tel-brâz éta é vézô, ével ar péz a gennigeur évid ar péc’hed hag évid ann drouk.
18Ar oazed eûz a wenn Aaron hép-kén a zebrô anézhan̄. Eunn dra eo hag a vézô reiz ha peûr-baduz enn hô kwenn diwar-benn sakrifisou ann Aotrou: piou-bennâg a dan̄vô anézhan̄, a dléô béza san̄tel.
19Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
20Chétu kennig Aaron hag hé vipien, a dléon̄t da ôber d’ann Aotrou é deiz hô éôliérez. Ann dékved lôden eûz a eunn éfi a vleûd a gennigin̄t ével eur sakrifiz peûr-baduz, ann han̄ter diouc’h ar min̄tin, hag ann han̄ter all diouc’h ar pardaez.
21Goudé béza hé sparfet gan̄d éôl, é poazô anézhan̄ er billig; hag ar bélek a vézô deûed da her d’hé dâd dré wîr, a gennigô anézhan̄, hag hén̄ tomm, ével eunn dra a c’houés vâd d’ann Aotrou;
22Hag é tevô holl war ann aoter.
23Hôgen holl sakrifisou ar véleien a vézô peûr-zevet gan̄d ann tân, ha dén na zebrô anézhô.
24Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
25Lavar ann dra-man̄ da Aaron ha d’hé vipien: Chétu aman̄ lézen ann hostiv évid ar péc’hed: lazed é vézô dirâg ann Aotrou el léac’h ma kennigeur ar sakrifiz-losk; eunn dra san̄tel-brâz eo.
26Ar bélek hé gennigô a zebrô anézhan̄ el léach san̄tel, é-tâl dôr ann tabernakl.
27Kémen̄t tra a stokô oud hé gîg, a vézô san̄télet. Mar kouéz eûz hé c’hoâd war eur zaé-bennâg, é vézô gwalc’het el léac’h san̄tel.
28A1 léstr prî é péhini é vézô bét poazet, a vézô torret: mar d-eo a arem al léstr, é vézô skarzet, ha gwalc’het gan̄d dour.
29Kémen̄t goaz eûz a wenn ar véleien a zebrô eûz ar c’hîz-zé, ô véza ma eo san̄tel-brâz.
30E-kén̄ver ann hostiv a lazeur évid ar péc’hed, a béhini é tougeur ar goâd é tabernakl ann désténi évid ôber ann dic’haouidigez er san̄tuar, na vézô kéd debret, hôgen devet é vézô gan̄d ann tân. ———— VII. PENNAD. Eûz ann hostiv a béoc’h.