Leviegezh 7:18
Mar tebr eur ré eûz a gîg ar viktim a béoc’h enn trédé deiz, é vézô didalvez ar c’hennig, ha na dalvézô két da néb hé c’hennigô; hôgen enn-énep piou-bennâg a vézô en em zaotret ével-sé ô tibri eûz ann hostiv-zé, a vézô kabluz a wall-ôber.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
17Hôgen kémen̄d a vézô kavet anézhi enn trédé deiz a vézô devet gan̄d ann tân.
Cross References
Leviticus 5:17Mar pec’h eunn dén dré ziwiziégez, ha mar gra eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou, hag ô véza kabluz eûz ar fazi-zé, éc’h anavez hé fallagriez,
Leviticus 10:19Hag Aaron a lavaraz: Ar viktim évid ar péc’hed a zô bét kenniget hiriô, hag ar sakrifiz-losk ivé dirâg ann Aotrou; hôgen c’hoarvézet eo gan-én̄ ar péz a wélit; pénaoz em bé-mé gellet dibri eûz ann hostiv-zé, pé plijout d’ann Aotrou el lidou, pa éma glac’haret va c’haloun?
Leviticus 11:41Kémen̄t a stlej war ann douar, a vézô argarzuz, ha na vézô két kéméret eûz anézhan̄ évit boéd.
Leviticus 19:5Ma lazit eunn hostiv a béoc’h d’ann Aotrou, évit tenna hé drugarez war-n-hoc’h,
Leviticus 20:17Mar d-a eur ré da gavout hé c’hoar, merc’h hé dâd, pé merc’h hé vamm, ha mar gwél hé mézégez, pé mar gwel-hî hé vézégez-hén̄; eunn torfed brâz hô deûz gréat, hag é vézin̄t lazet dirâg ar bobl, ô véza ma hô deûz diskouézet hô mézégez ann eil d’égilé; hag hî a zougô hô fallagriez.
Leviticus 22:16Gan̄d aoun na zougfen̄t fallagriez hô féc’hed, ô tibri eûz ann traou san̄télet. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.