Leviegezh 7
1Chétu ivé lézen ann hostiv évid ar gwall: san̄tel-brâz eo.
2Râk-sé el léac’h ma vézô lazet eul loen-losk, é vézô lazet ivé eur viktim évid ar gwall; hé c’hoâd a vézô skuḻet war-drô ann aoter.
3Kenniget é vézô anézhan̄ al lôst hag al lard a c’hôlô ar bouzellou;
4Ann digroazelligou, hag al lard a zô war ar c’hostésiou, ha kroc’hénen ann avu gand ann digroazelligou.
5Hag ar bélek a zevô anézhô war ann aoter; ézan̄s ann Aotrou eo évid ar gwall.
6Kémen̄t goaz eûz a wenn ar véleien a zebrô eûz ar c’hîk-zé el léac’h san̄tel, ô véza ma eo san̄tel-brâz.
7Ével ma kennigeur eunn hostiv évid ar péc’hed, hé c’hennigeur ivé évid ar gwall; eul lézen hép-kén a vézô évid ann diou hostiv: d’ar bélek en dévézô hé c’henniget, é vézô.
8Ar bélek a gennig viktim ar sakrifiz-losk, en devézô hé c’hroc’hen.
9Kémen̄t sakrifiz bleûd a véz poazet er fourn, pé rôstet war ar c’hriḻ, pé aozet er billik, a vézô d’ar bélek en dévézô hé genniget.
10Mar béz glébiet gan̄d éôl, pé mar béz séac’h, é vézô rannet enn eunn doaré unvan étré holl vipien Aaron.
11Chétu aman̄ lézen ann hostiv péoc’huz a véz kenniget d’ann Aotrou.
12Mar d-eo évit trugarékaat é véz gréat ar c’hennig, é vézô kenniget baraou dic’hoell glébiet gan̄d éôl, ha kouiñou dic’hoell lardet gan̄d éôl, ha bleûd glân poazet, ha gwastellou glébiet ha kemmesket gan̄d éôl.
13Kenniget é vézô ivé baraou goell, gan̄d ann hostiv a drugarez, a gennigeur évid ar ré-béoc’huz.
14Unan anézhô a vézô kenniget d’ann Aotrou évit préveûdi, hag é vézô évid ar bélek a skuḻô goâd ann hostiv.
15Debret é vézô kîg ann hostiv enn hévélep deiz, ha na choumô nétrâ anézhi bétég ar min̄tin.
16Mar kennig eur ré eunn hostiv goudé gwéstl, pé a-ioul frank, é vézô debret ivé enn hévélep deiz; hôgen mar choum eunn dra anézhi évid an̄trônôz, é vézô lézet hé dibri.
17Hôgen kémen̄d a vézô kavet anézhi enn trédé deiz a vézô devet gan̄d ann tân.
18Mar tebr eur ré eûz a gîg ar viktim a béoc’h enn trédé deiz, é vézô didalvez ar c’hennig, ha na dalvézô két da néb hé c’hennigô; hôgen enn-énep piou-bennâg a vézô en em zaotret ével-sé ô tibri eûz ann hostiv-zé, a vézô kabluz a wall-ôber.
19Ar c’hîk en dévézô stoket oud eunn dra dic’hlan, na vézô két debret, hôgen devet é vézô gan̄d ann tân; néb a vézô glân, a zebrô kîg ar viktim a béoc’h.
20Piou-bennâg, hag hén̄ saotret, a zebrô eûz a gîg ann hostivou péoc’huz kenniget d’ann Aotrou, a iélo da goll eûz a greiz hé bobl.
21Ha piou-bennâg en dévézô lékéad hé zourn war lousdoni eunn dén pé eul loen, pé eunn dra all a hell saotra, hag en dévézô debret eûz ar c’hîk-zé, a varvô eûz a greiz hé bobl.
22Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
23Komz out mipien Israel, ô lavarout: Na zebrot két lard ann dan̄vad, nag ann éjenn, nag ar c’havr.
24Kéméroud a réot évit meûr a dra lard eul loen marô anézhan̄ hé-unan̄, pé eûz ann hini a zô bét paket gan̄d eul loen all.
25Mar tebr eur ré eûz al lard a dlé béza kenniget d’ann Aotrou ével ézan̄s, é varvô eûz a greiz hé bobl.
26Na gémerrot két ken-nébeût da voéd goâd anéval é-béd, na goâd evned, na goâd loéned.
27Kémen̄t dén en dévézô debret goâd, a varvô eûz a greiz hé bobl.
28Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
29Komz out mipien Israel, ô lavarout: Néb a gennig eunn hostiv a béoc’h d’ann Aotrou, ra gennigô enn hévéleb amzer ar sakrifiz, da lavaroud eo hé braoued-kennig.
30Derc’hel a rai enn hé zaouarn lard ann hostiv, ha poullig hé c’haloun; ha goudé m’en dévézo hô gwéstlet d’ann Aotrou oc’h hô c’henniga, hô rôiô d’ar bélek,
31Péhini a zevô al lard war ann aoter; hôgen poullig ar galoun a vézô évid Aaron hag hé vipien.
32Skoaz déou ann hostivou a béoc’h a gouézô d’ar bélek gan̄d ar préveûdi.
33Ann hini eûz a vipien Aaron en dévézô kenniget ar goâd hag al lard, en dévézô ive enn hé lôd ar skoaz déou.
34Râk mired em eûz a gîg ann hostivou péoc’huz bugalé Israel, poull ar galoun a zaveur dira-z-oun, hag ar skoaz a zô bét rannet; hag hô rôed em eûz d’ar béleg Aaron ha d’hé vipien, dré eul lézen peûr-baduz, é-touez pobl Israel.
35Hen-nez eo gwîr éôliérez Aaron hag hé vipien, é lidou ann Aotrou, enn deiz ma en deûz hô c’henniget Moizez, évid ôber ar garg a véleien;
36Hag en deûz ann Aotrou gourc’hémennet da vugalé Israel da rei d’ézhô, dré eul lid peûr-baduz a-wenn-é-gwenn.
37Honn-nez eo lézen ar sakrifiz-losk, ar sakrifiz évid ar péc’hed hag évid ar gwall, évid ar gwestl hag évid ar viktimou a béoc’h;
38Lézen a rôaz ann Aotrou da Voizez war vénez Sinai, pa c’hourc’hémennaz da vugalé Israel kenniga hô rôou d’ann Aotrou é distrô Sinai. ———— VIII. PENNAD. Sakradurez Aaron hag hé vipien.