Leviegezh 9:7
Hag hén̄ a lavaraz da Aaron: Tôsta oud ann aoter, ha lâz évid da béc’hed; kennig eur sakrifiz-losk, ha péd évid-od hag évid ar bobl; ha p’az pézô lazet ann hostiv évid ar bobl, péd évit-han̄, ével m’en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Ha râk-tâl Aaron ô tôstaad oud ann aoter, a lazaz eul leûé évid hé béc’hed.
Cross References
Leviticus 4:3Mar d-eo ar bélek, péhini a zô bét éôliet, en deûz péc’het ô lakaad ar bobl da fazia, é kennigô d’ann Aotrou évid hé béc’hed eul leûé dinam.
Leviticus 8:34Ével ma hoc’h eûz hé wélet bréman̄, évit ma vézô peûr-c’hréat lidou ar sakrifiz.
Leviticus 16:6Ha pa en dévézô kenniget al leûé, ha pa en dévézô pédet évit-han̄ hé-unan hag évid hé dî,
Leviticus 16:24É walc’hô hé gîk el léac’h san̄tel, hag é lakai hé ziḻad. Ha goudé ma vézô deûet er-méaz, ha ma en dévézô kenniget hé sakrifiz-losk hag hini ar bobl, e pédô évit-han̄ hé unan hag évid ar bobl;
Hebrews 5:1Râk pép bélek-brâz savet eûz a douez ann dûd, a zô lékéad évid ann dûd é kémen̄d a zell ouc’h Doué, évit ma gennigô rôou ha sakrifisou évid ar péc’héjou;
Hebrews 7:27Péhini né két bét réd d’ézhan̄ bemdéz, ével d’ar véleien all, kinniga hostivou da gen̄ta évid hé béc’héjou hé-unan, ha goudé évit ré ar bobl; ar péz en deûz gréat eur wéach oc’h en em genniga hé-unan.