Leviegezh 9
1D’ar seizved dervez, Moizez a c’halvaz Aaron hag hé vipien, hag hénaoured Israel; hag é lavaraz da Aaron:
2Kémer eûz da dropel eul leûé évid ar péc’hed, hag eunn tourz évid eur sakrifiz-losk, ann eil hag égilé dinam, ha kennig anézhô dirag ann Aotrou.
3Lavar ivé da vugalé Israel: kémérid eur bouc’h évid ar péc’hed, hag eul leûé hag eunn oan bloaz hag hî dinam, évid eur sakrifiz-losk,
4Eunn éjenn hag eunn tourz évid ann hostivou a beoc’h; ha lazit-hô dirâg ann Aotrou, ô kenniga, é sakrifiz pép-hini anézhô, bleûd glân glépiet gan̄d éôl; râg ann Aotrou en em ziskouézô hiriô d’é-hoc’h.
5Lakaad a réjon̄t éta é-tâl dôr ann tabernakl ar péz en dôa lavaret Moizez d’ézhô; ha pa oa énô ann holl bobl enn hé za,
6É lavaraz Moizez: Chétu pétrâ en deûz ann Aotrou gourc’hémennet d’é-hoc’h; grit hén̄, hag hé c’hloar en em ziskouézô d’é-hoc’h.
7Hag hén̄ a lavaraz da Aaron: Tôsta oud ann aoter, ha lâz évid da béc’hed; kennig eur sakrifiz-losk, ha péd évid-od hag évid ar bobl; ha p’az pézô lazet ann hostiv évid ar bobl, péd évit-han̄, ével m’en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.
8Ha râk-tâl Aaron ô tôstaad oud ann aoter, a lazaz eul leûé évid hé béc’hed.
9Hé vipien a zigasaz d’ézhan̄ ar goâd, é péhini é soubaz hé vîz, é lékéaz eûz anézhan̄ war gerniel ann aoter, hag é skuḻaz ann dilerc’h out troad ann aoter.
10Devi a réaz ivé war ann aoter al lard, ann digroazelligou ha kroc’hénen ann avu, péré a zô évid ar péc’hed, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez:
11Hôgen ar c’hîg hag ar c’hroc’hen a loskaz war ann tân er-méaz eûz ar c’hamp.
12Laza a réaz ivé viktim ar sakrifiz-losk; hag hé vipien a zigasaz d’ézhan̄ ar goâd, a skuḻaz war-drô d’ann aoter.
13Digas a réjon̄t ivé d’ézhan̄ ann hostiv trouc’het a dammou, gan̄d ar penn hag ann holl izili; hag hô devaz holl war ann aoter,
14Goudé béza gwalc’het enn dour ar bouzellou hag ann treid.
15Laza a réaz ivé eur bouc’h a gennigaz évit péc’hed ar bobl; hag ô véza glanet ann aoter,
16É réaz eur sakrifiz-losk.
17Lakaad a réaz ouc’h-penn ar braoued-kennig a véz kenniget enn hévéleb amzer, hag é tevaz anézhô war ann aoter, oc’h-penn ôber lidou sakrifiz-losk ar min̄tin. (M).
18Laza a réaz ivé eunn éjenn hag eunn tourz, péré a ioa hostivou a béoc’h évid ar bobl; hag hé vipien a zigasaz d’ézhan̄ ar goâd anézhô, a skuḻaz war ann aoter trô-war-drô.
19Digas a réjon̄d ivé lard ann éjenn, ha lôst ann tourz, ann digroazelligou gan̄d hô lard, ha kroc’hénen ann avu;
20Hag é lékéjon̄t anézhô war ar poullou-kaloun; ha goudé ma oé devet al lard war ann aoter,
21Aaron a lékéaz a dû ar poullou-kaloun, hag ann diskoaz déou, ô sével anézhô dirâg ann Aotrou, ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez.
22Hag oc’h astenna hé zaouarn war-zû ar bobl, é vennigaz anézhan̄. Ha goudé béza ével-sé peûr-genniget ann hostivou évid ar péc’hed, ann hostivou-losk, hag ann hostivou a béoc’h, é tiskennaz.
23Moizez hag Aaron a iéaz neûzé é tabernakl ann désténi, ha pa oen̄t deûet er-méaz, é vennigchon̄t ar bobl. Ha gloar ann Aotrou en em ziskouézaz d’ann holl bobl.
24Hag eunn tân a zeûaz eûz ann Aotrou, hag a zevaz ann hostiv-losk, hag al lard a ioa war ann aoter. Pa wélaz ann holl bobl kémen̄t-sé, é veûlchon̄t ann Aotrou oc’h en em deûrel war hô génou. ———— X. PENNAD. Mipien Aaron devet gan̄t tân ann én̄v. Ar gwin berzet d’ar véleien.