Aviel Lukaz 1:15
Râk braz é vézô dirâg ann Aotrou: ha na évô na gwîn na bier; hag é vézô leûn eus ar Spéred-San̄tel adelek kôv hé vamm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Ann dra-zé az kargô a lévénez hag a estlamm; ha kalz a dûd en em laouénai eûz hé c’hanédigez.
16Kalz eûz a vugalé Israel a zistrôi ouc’h ann Aotrou hô Doué.
Cross References
Numbers 6:2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Piou bennâg, goâz pé vaouez, en dévézô gréat eul le évit béza san̄télet, hag a vézô falvézet d’ézhan̄ en em wéstla d’ann Aotrou,
Joshua 4:14Enn deiz-zé ann Aotrou a uc’héléaz kalz Jozué dirâg Israel holl, évit ma teûjen̄t d’hé zouja, ével m’hô dôa doujet Moizez é-pâd ma oa béô.
1 Chronicles 17:8Ha mé a zô bét gan-éz é pé léac’h-bennâg ma éc’h eûz kerzet, ha lazet em eûz da holl énébourien dira-z-oud, hag em eûz gréat d’id eunn hanô ker brâz hag hini ar ré vrasa a zô bét brudet war ann douar.
Psalms 22:9Râk té eo éc’h eûz va zennet eûz a gôv vâ mamm; va géd oud bét pa édoun c’hoaz oud ar vronn.