Aviel Lukaz 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 431-474) ◄ Aviel S. Vark. Aviel S. Lukaz. Aviel S. Iann. ► AVIEL SANTEL JÉZUZ-KRIST, HERVEZ SANT LUKAZ. ———— I. PENNAD. 1 Kalz a dûd ô véza arnodet lakaad é reiz ann traou a zô bét sévénet gan-é-omp:
2Hervez ma hô deûz hô danévelled d’é-omp, ar ré hô deûz hô gwélet adalek ar penn-ken̄ta, hag a zô bét sevénerien ar gér:
3Menned em eûz, Téofil, va miñoun kér, pénaoz pa, em eûz heûliet ann holl draou-ze adalek ar penn-ken̄ta, é tlienn hô-skriva d’îd dioud hô reiz.
4Évid ma anavézi ar wirionez eûz ar péz a zô bét desket d’îd.
5Béz’ é oé, é amzer Hérodez, roué Judéa, eur bélek hanvet Zakariaz, eûz a wenn Abia, péhini en doa évit grég eur vaouez eûz a wenn Aaron, hanvet Élizabet.
6Gwirion é oan̄t hô-daou dirak Doué, ha kerzoud a réan̄t é gourc’hémennou hag é lézennou ann Aotrou gan̄d dinamded.
7Ha n’hô doa kéd a vâb, dré ma’z oa eur zec’hen Élizabet, ha ma’z oan̄d hô daou hîr-hoalet.
8Hôgen Zakariaz a réa hé garg a vélek dirak Doué é reiz hé dûd.
9Hag é c’hoarvézaz pénaoz, dioûc’h boaz ar véleien, é oa kouézed ann darvoud d’ézhan̄ mon̄d é diabarz templ Doué, évit kenniga ann ézan̄s.
10Hag ann holl en̄groez eûz ar bobl a ioa er-méaz ô pidi é-pâd ma édod ô kenniga ann ézan̄s.
11Hôgen eunn Éal eûz ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhan̄, hag a joumaz enn hé zâ enn tu déou eûz a aoter ann ézan̄s.
12Zakariaz oc’h hé wélout a oé saouzanet-braz, hag é krogaz eur spoun̄t brâz enn-han̄.
13Hôgen ann Éal a lavaraz d’ézhan̄: N’az péz kéd a aoun, Zakariaz, râk da béden a zô bét sélaouet: hag Élizabet da c’hrég a c’hanô d’id eur mâb, péhini a c’halvi lann.
14Ann dra-zé az kargô a lévénez hag a estlamm; ha kalz a dûd en em laouénai eûz hé c’hanédigez.
15Râk braz é vézô dirâg ann Aotrou: ha na évô na gwîn na bier; hag é vézô leûn eus ar Spéred-San̄tel adelek kôv hé vamm.
16Kalz eûz a vugalé Israel a zistrôi ouc’h ann Aotrou hô Doué.
17Hag é valéô enn hé raok é spéred hag é ners Éliaz: évit ma unvanô kalounou ann tadou gan̄t kalounou ar vugalé; ha ma tigasô ar ré ziskrédik da furnez ar ré wirion, évid aoza d’ann Aotrou eur bobl dinam.
18Zakariaz a lavaraz d’ann Éal: A bétrâ é wézinn-mé kémen̄t-sé? Râk galvet kôz ounn, ha va grég a zô hîr-hoalet.
19Hag ann Éal a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄: Mé eo Gabriel, péhini a zô dirâk Doué: ha kased ounn da gomza ouz-id, ha da zigas d’îd ar c’helou-man̄.
20Ha chétu é vézi dilavar, ha na helli két komza, bétég ann deiz é péhini é c’hoarvézô kémen̄t-sé, dré n’éc’h eûz két krédet d’am geriou, péré a zévénô enn hô amzer.
21Koulskoudé ar bobl a ioa ô c’hortozi Zakariaz, hag a ioa souézet oc’h hé wéloud ô choum ker pell enn templ.
22Hôgen pa oé deûed er-méaz na hellé két komza out-hô; hag éc’h anavézchon̄t pénaoz en doa béd eur wélédigez enn templ. Hag hén̄ a réa dispac’hiou dira-z-hô, hag é choumaz mûd.
23Ha goudé ma oé peûr-c’hréat deisiou hé garg, é tistrôaz d’hé dî.
24Hôgen nebeût goudé Élizabet hé c’hrég a en̄géhen̄taz, hag en em guzaz é-pâd pemp miz, o lavarout:
25Ann Aotrou en deûz gréat kémen̄t-man̄ d’in enn deisiou-man̄, é péré en deûz selled ouz-in évit va zenna eûz ann dismégan̄s é péhini édoun dirâg ann dûd.
26Hôgen er c’houec’hved miz, ann Éal Gabriel a oé kaset gan̄d Doué enn eur géar eûz a C’haliléa, hanvet Nazaret,
27Da eur werc’hez péhini a ioa dimézet gan̄d eur goaz eûz a dî David, hanvet Jozef: hag ar werc’hez-zé a ioa hanvet Mari.
28Hag ann Éal ô véza éat el léac’h ma édo-hi, é lavaraz d’ézhi: Dématîd, leûn a c’hrâs: Éma ann Aotrou gan-éz: Benniged oud é-touez ann holl gragez.
29Hôgen hi pa glevaz kémen̄t-sé, a oé saouzanet gan̄d ar geriou-zé, hag é menné pétrâ é oa ar salud-zé.
30Hag an Éal a lavaraz d’ézhi: N’az péz kéd a aoun, Mari, râk kaved éc’h eûz trugarez dirâk Doué.
31Té a en̄géhen̄tô enn da gôf, hag é c’hani eur mab, hag é rôi dézhan̄ ann hanô a JÉZUZ.
32Hé-man̄ a vézô brâz, hag a vézô galvet Mâb ann Uc’héla; hag ann Aotrou Doué a rôi dézhan̄ trôn hé dâd David: hag é rénô war dî Jakob da-vikenn.
33Hag hé rén n’en dévézô k éd a zivez.
34Hôgen Mari a lavaraz d’ann Éal: Pénaoz é c’hoarvézô kément-sé, pa né anavézann goâz é-béd?
35Hag ann Éal a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhi: Ar Spéred-San̄tel a zeûi enn-od, ha ners ann Uc’héla a c’hôlôi ac’hanôd eûz hé skeûd. Dré-zé ar péz San̄tel a vézô ganet gan-éz, a vézô galvet MAP DOUÉ.
36Ha chétu Élizabet da géniterv, é deûz ivé en̄géhen̄tet eur mab enn hé c’hôzni, hag hé-man̄ eo ar c’houec’hved miz d’ann hini a zô galvet sec’hen:
37Râk n’eûz nétrâ dic’halluz da Zoué.
38Neûzé Mari a lavaraz d’ézhan̄: Chétu matez ann Aotrou; ra vézô gréad d’in hervez da c’hér. Hag ann Éal a bellaaz diout-hi.
39Hôgen enn deisiou-zé Mari a zavaz hag a iéaz buan étrézég ar ménésiou, enn eur géar eûz a Juda:
40Hag éz éaz é ti Zakariaz, hag é lavaraz dématîd da Élizabet.
41Hag é c’hoarvézaz pénaoz pa glevaz Élizabet mouéz Mari a lavaré dématîd d’ézhi, hé bugel a dridaz enn hé c’hôv: Élizabet a oé leûniet gan̄t ar Spéred-San̄tel:
42Hag é c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout: Benniged oud é-touez ann holll c’hragez, ha benniged eo ar frouez eûz da gôv.
43Hag a béléac’h é teû kémen̄t-man̄ d’in, ma teû mamm va Aotrou étrézég enn-oun?
44Râk ken̄ta ma éc’h eûz lavared d’in dématîd, va bugel en deûz tridet gan̄t lévénez em c’hôv.
45Ha gwenvidik oud pa éc’h eûz krédet; râk sévéned eo kemen̄d a zô bét lavared d’îd eûz a berz ann Aotrou.
46Ha Mari a lavaraz: Va éné a veûl ann Aotrou;
47Ha va spéred a drîd gan̄t lévénez é Doué va Zalver.
48Dré m’en deûz selled out vuelded hé vatez: ha chétu dré-zé é vézinn galvet gwenvidik gan̄d ann holl dudou.
49Râg gréad en deûz traou brâz enn-oun, hén̄ péhini a zô galloudek, hag a zô san̄tel hé hanô.
50Hag hé drugarez en em ziskouéz a oad é oad war ar ré a zouj anézhan̄.
51Diskouézed en deûz ners hé vréac’h: skiñed en deûz ar ré a ioa balc’h é mennoz hô c’haloun.
52Diskared en deûz ar ré vrâz diwar hô zrôn, hag ar ré vihan en deûz uc’héléet.
53Ar ré naounek en deûz leûnied a vadou: hag ar ré binvidik en deûz kaset-kuît goullo.
54Kémered en deûz Israel hé baotr, oc’h én̄vori hé drugarez.
55É-c’hiz m’en deûz lavared d’hon tadou, da Abrabam, ha d’hé wenn da vikenn.
56Hôgen Mari a joumas gan̄t-hi war-drô tri miz, hag a zistroaz d’hé zî.
57Neûzé é c’hoarvezaz ann amzer é péhini Élizabet a dlié génel, hag é c’hanaz eur mab.
58Hé amézeien hag hé c’héren̄t a glevaz pénaoz en doa ann Aotrou diskouézed hé drugarez enn hé c’hén̄ver, hag é laouénajon̄t gan̄t-hi.
59Hag ô véza deûet ann eizved dervez évit trô-drouc’ha ar bugel, é c’halven̄d anézhan̄ Zakariaz, péhini é oa hanô hé dâd.
60Hôgen hé vamm a respoun̄taz hag a lavaraz: Nann; rak Iann é vézô galvet.
61Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi: N’eûz dén é-touez da géren̄t a zô galved eûz ann hanô-zé.
62Hag é c’houlenjon̄d digan̄d ann tâd gan̄d dispac’hiou, a bé hanô é fellé dézhan̄ é vijé galvet.
63Hag ô véza goulennet eunn daolennik, é skrivaz war-n-ézhi ar gériou-man̄: Iann eo hé hanô. Hag ann holl a oé souézet-brâz.
64Ha râk-tâl hé c’hénou a zigoraz, hé déod a zistagaz, hag é komzaz ô veûli Doué.
65Ann amêzeien holl a oé spoun̄tet brâz: hag ar vrûd eûz a gémen̄t-sé a oé douget bétég ar vrôiou ménésiek eûz a Judéa.
66Ha kémen̄d hini a glevaz ar geriou-zé hô lékaaz enn hé galoun, ô lavarout: Pétrâ a vennez-té é vézô ar bugel-ze? Râk dourn ann Aotrou a ioa gan̄t-han̄.
67Ha Zakariaz hé dad a oé leûniet gan̄d ar Spered-San̄tel: hag é tiouganaz, ô lavarout:
68Benniget ra vézo ann Aotrou Doué Israel: dré ma eo deûed da wélout ha da zaspréna hé bobl.
69Ha dré ma en deûz savet eur Salver galloudek d’é-omp, é tî David hé vével.
70É-c’hîz ma en deûz komzet dré c’hénou hé Broféded san̄tel, adalek derou ar béd.
71O lavarout pénaoz é tieûbché ac’hanomp eûz a hon énébourien, hag é tennjé ac’hanomp eûz a zouarn ar ré a gasaé ac’hanomp.
72Évid diskouéza hé drugarez é kén̄ver hon tadou, hag évid én̄ori hé gévrédigez san̄tel;
73Hervez al lé en deûz gréad da Abraham, pénaoz hé rôjé d’é-omp:
74Évit, goudé béza bét tenned eûz a zaouarn hon énébourien, é teûjemp d’hé servicha héb aoun,
75Er san̄télez hag er wirionez dira-z-han̄, enn deisiou holl eûz hor buez.
76Ha té, bugel, galved é vézi profed ann Uc’héla: râk kerzoud a rî dirâk dremm ann Aotrou évid aoza hé hen̄t,
77Évit rei d’hé bobl gwiziégez ar zilvidigez, da walc’h hé fec’héjou:
78Dré galoun (G) trugarez hon Doué, gan̄t péhini eo deûed eûz ann néac’h d’hor gwélout:
79Évit skleria ar ré péré a zô azézet enn dévalien, hag é skeûd ar marô: hag évit réna hon treid é hen̄d ar péoc’h.
80Hôgen ar bugel a greské, hag hé spéred a grévaé: hag é choumaz el léac’h distrô bétég ann deiz é péhini é tlié en em ziskouéza da vobl Israel. ———— II. PENNAD.