Niveroù 6:2
Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Piou bennâg, goâz pé vaouez, en dévézô gréat eul le évit béza san̄télet, hag a vézô falvézet d’ézhan̄ en em wéstla d’ann Aotrou,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
Cross References
Leviticus 27:2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Ann dén en dévézô gréat eur gwéstl, hag en dévézô rôet he vuez da Zoué, a roi ar prîz-man̄, hervez ma vézô prizet.
Judges 13:5Râk té a en̄géhen̄to hag a c’hanô eur mâb, war benn péhini n’az ai két ann aoten: râk Nazaréad Doué é vézô adalek hé vugaléach hag adalek kôv hé vamm, hag hen̄ a zeûiô da denna Israel eûz a zaouarn ar Filistined.
Judges 16:17Neûzé ô tiskléria ar wirionez, é lavaraz d’ézhi: N’eo tréménet biskoaz ann houarn war va fenn, ô véza ma ounn Nazaréad, da lavaroud eo, ma ounn bét gwéstlet da Zoué é gôv va mamm: mar béz touzet va fenn, va ners a iélô diouz-in, hag é teûinn da véza gwân ével ann dûd all.
Proverbs 18:1Ann hini a fell d’ézhan̄ pellaad diouc’h hé viñoun, a glask ann drô; da véza tamallet é vézô é péb amzer (T).