Aviel Lukaz 10:13
Gwâz d’îd, Korozaim, gwâz d’îd Betsaida; râk ma vijé great é Tîr hag é Sidon ar vurzudou a zô bét gréad enn-hoc’h, pell-zô hô divijé gréat pinijen er sac’h-reûn hag el ludu.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Dré-zé é vézô distaolet ken̄toc’h da Dîr ha da Zidon, é deiz ar varn, égéd d’é-hoc’h;
Cross References
Isaiah 23:1Chétu ann Aotrou a lakai ann douar didûd, hé lakai enn noaz, a drôi hé zoaré, hag a skiñô ar ré a choum enn-han̄.
Ezekiel 3:6N’az kasann két étrezé kalz poblou, a zô diez hô lavar, ha dianaf hô iéz, a béré na helfez két klévout al lavariou. Ha pa gasfenn ac’hanod étrézé tûd enn doaré-zé, é sélaoufen̄t ac’hanod.
Daniel 9:3Neûzé é trôiz va dremm étrézég ann Aotrou, va Doué, évid hé bédi hag hé bédi-stard er iuniou, er sac’h hag el ludu.
Luke 9:10Ann Ébestel ô véza distrôet, a zanévellaz da Jézuz kémen̄d hô doa gréat; ha Jézuz ô véza hô c’héméret gant-han̄, en em dennaz enn eul léac’h distrô, tôst da géar Betsaida.