Aviel Lukaz 10:21
Enn heur-zé Jézuz en em laouénaaz gan̄d ar Spéred-San̄tel, hag a lavaraz: Da drugarékaad a rann, va Zâd, Aotrou ann én̄v hag ann douar, dré ma éc’h eûz kuzed ann traou-zé oud ar ré fûr, hag oud ar ré boellek, ha dré ma ec’h eûz hô diskleriet d’ar ré vihan. Ia, va Zâd, dré ma’z eo bét plijet ann dra-zé gan-ez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 8:2Râk da veûrded a zô savet dreist ann én̄vou.
Psalms 25:14Da skoazel eo ann Aotrou d’ar ré a zouj anézhan̄; ha gévrédigez en deûz gréat évid en em ziskouéza d’ézhô.
Isaiah 53:11Ével-sé é rai va gér, ann hini a iélô er-méaz euz va génou; na zistroi két étrézég enn-oun difrouez; hôgen ôber a rai ar pez a fellô d’in, hag é sévénô ann traou évit péré em euz hé gaset.