The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 12

1Hôgen ô véza ma en em zastumaz kalz a dûd, enn hévélep doaré ma valéen̄t ann eil war égilé, é téraouaz Jézuz lavaroud d’hé ziskibled: En em ziwallid out goell ar Farizianed, péhini eo ann ipokrizi.

2Hôgen n’eûz nétrâ a c’hôlôet ha na vézô dizôlôet, ha nétrâ a guzet ha na vézô gwézet.

3Rag ar péz hoc’h eûz lavared enn amc’houlou, a vézô lavared er goulou: hag ar péz hoc’h eûz lavared er skouarn er kamprou, a vézô prézéget war ann tôennou.

4Lavaroud a rann éta d’é-hoc’h, va miñouned: N’hô pézet kéd a aoun râg ar ré a lâz ar c’horf, ha péré goudé-zé n’hô deûz mui nétrâ da ôber.

5Hôgen mé a ziskouézô d’é-hoc’h rak piou é tléit kaoud aoun: hô pézed aoun râg ann hini péhini, goudé béza hô lazet, a hell hô teûrel enn ifern. Ia, hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, hô pézed aoun râg hen-nez.

6Ha na werzeur két pemp golvan daou wennek: hag unan anézhô na gouéz két é an̄kounac’h dirâk Doué?

7Hôgen bleô hô penn a zô nivéred holl. N’hô pézet két’ta a aoun: muioc’h é talit éget kalz a c’holvaned.

8Hôgen hel lavaroud a rann d’é-hoc’h: Piou-bennâg a an̄savô ac’hanoun dirâg ann dûd, Mâb ann dén a an̄savô anézhan̄ dirâg Élez Doué.

9Ha piou-bennâg a zinac’hô ac’hanoun dirâg ann dûd, é tinac’hinn anézhan̄ dirâg Élez Doué.

10Ha piou-bennâg en dévézô komzed a-énep Mâb ann dén, é vézô distaoled d’ézhan̄; hôgen piou-bennâg en dévézô komzed oud ar Spéred-Glân̄, na vézô kéd distaoled d’ézhan̄.

11Hôgen pa viot kased dirâg ar sinagogou, ha dirâg ar pennou-brô hag ar ré vrâz, n’en em likit kéd é poan pénaoz na pétrâ a lévérot.

12Rag ar Spéred-San̄tel a zeskô d’e-hoc’h enn heur-zé ar péz a dléod da lavarout.

13Neûzé eur ré eûz ar bobl a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, lavar d’am breûr ma rannô gan-én̄ ann digouéz.

14Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Dén, piou en deûz va lékéad da varner pé da ranner war-n-hoc’h?

15Goudé é lavaraz d’ézhô: Gwélit hag en em virit out pép pizoni: râg é pé paodder-bennâg ma véz eunn dén, hé vuez na zalc’h kéd oud ar péz en deûz.

16Neûzé é tanévellaz d’ézhô ar barabolen-man̄, ô lavarout: Douar eunn dén pinvidik en doa rôet kalz a frouez:

17Hag é venné enn-han̄ hé-unan, ô lavarout: Pétrâ a rinn-mé, ô véza n’em eûz léac’h é-béd é péhini é likiinn va frouézou?

18Hag hén̄ a lavaraz: Chétu pétrâ a rinn; va soliérou a ziskarinn, hag é savinn soliérou brasoc’h; hag é tastuminn énô va holl frouézou ha va holl vadou.

19Hag é livirinn d’am éné: Va éné, kalz a vadou éc’h eûz a dû évit meûr a vloaz: arzaô, debr, év, ha gra banvez.

20Hôgen Doué a lavaraz d’ézhan̄: Dén diboell, enn nôz-man̄ é vézô goulenned da éné digan-éz; da biou é vézô ar péz éc’h eûz dastumet?

21Kémen̄t-sé a c’hoarvez da néb a zastum madou évit-han̄ ha péhini né d-eo két pinvidik dirâk Doué.

22Hag hén̄ a lavaraz d’hé ziskibled: Dré-zé é lavarann d’é-hoc’h: Na vézit kit nec’het évit hô puez pétrâ a zebrot, nag évid hô korf pétrâ a wiskot.

23Ar vuez a zô gwelloc’h égéd ar boed, hag ar c’horf gwelloc’h égéd ann diḻad.

24Sellid ouc’h ar brini; na hadon̄t két; na védon̄t két; n’hô deûz na kaô na solier; ha koulskoudé Doué a voet anézhô. Pégémen̄t n’oc’h-hu két gwelloc’h égét-hô?

25Hôgen piou ac’hanoc’h gan̄d hé holl breder a hellfé kreski hé ven̄t eûz a eunn ilinad hep -kén?

26Ma na hellid éta ôber eunn dra zister, pérâg oc’h-hu nec’het gan̄d ar ré all?

27Sellid ouc’h al lili ha pénaoz é kreskon̄t: na labouron̄t, ha na nézon̄t két. Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz Salomon é-kreiz hé holl c’hloar né oa két gwisket ével unan anezhô.

28Mar gwisk éta Doué er-chîs-sé eul louzaouen péhini a zô er park hirio hag a vézô taolet war-c’hoaz er fourn; gan̄t péger brâz préder n’hô kwiskô-hén̄ két, tûd a nébeûd a feiz?

29Ha c’houi na glaskit két pétrâ a zebrot, na pétrâ a evot: ha na vézit két figuz.

30Râg ann dudou holl a en̄klask kémen̄t-sé. Hogen hô tâd a oar pénaoz hoc’h eûz ézomm euz ann holl draou-zé.

31Klaskit’ta da gen̄ta rouan̄télez Doué hag hé wirionez, hag ann holl draou-zé a vézo rôed d’é-hoc’h ouc’h-penn.

32N’hô pézet kéd a aoun, tropel bihan, râk hétet en deûz hô tâd rei d’é-hoc’h hé rouan̄télez.

33Gwerzit kémen̄d hoc’h eûz, ha rôit-hén̄ d’ar béorien. Grîd évid-hoc’h sierigou péré na gôsaint két; grîd eunn ten̄zor enn én̄v, péhini na vézô kéd difraramet; eûz a béhini na dôstai kéd al laéroun, ha péhini na vézô két kriñet gan̄d ar préved.

34Râg el léac’h ma éma hô ten̄zor, énô ivé é vézô hô kaloun.

35Ra vézô gourizet hô kroazel, ha dougid enn ho taouarn kleûzeûriou béô.

36Ha bézid hén̄vel oud ar ré a c’hortoz hô aotrou pa zistrôi euz ann eûreûd; évit, pa zeûi, ha pa stôkô oud ann ôr, ma tigorin̄d d’ézhan̄ râk-tâl.

37Euruz ar vévellou-zé, péré a vézô kaved dihun pa zeûi ann aotrou: é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, penaoz en em c’hourizô, ha pénaoz, goudé béza hô lékéad ouc’h taol, é tréménô, hag é servichô anézhô.

38Ha mar teû d’ann eil dihun, ha mar teu d’ann trédé dihun, ha mar hô c’hâv ével-sé, euruz eo ar vévellou-zé.

39Hôgen gwézit pénaoz ma oufé ar penn-tiégez pé da heur é tléfé don̄d al laer, é choumfé dihun hép-mâr, ha na lezfé ket toulla hé dî.

40Ha c’houi bézid ivé reiz; râk Mab ann dén a zeûi d’ann heur ha na ouzoc’h két.

41Hôgen Per a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, ha d’é-omp-ni eo é lévérez ar barabolen-zé, pé d’ann holl?

42Hag ann Aotrou a lavaraz d ézhan̄: Piou eo, war da vénô, ann darnaouer léal ha poellek, péhini a zô bét lékéat gan̄d hé aotrou dreist hé holl dûd, évit ma rôi d’ézho enn amzer eur boézellad gwiniz?

43Euruz ar mével-zé, pa zeûi hé aotrou, mar béz kavet gan̄t-han̄ oc’h ôber ével-sé.

44É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz war hé holl vadou hel lakai da benn.

45Ma lavar ar mével-zé enn-han̄ hé-unan: Va aotrou a zalé da zon̄t; ha ma téraou skei gan̄d hé vévellou ha gan̄d hé vitisien, ha dibri, hag éva, ha mezvi:

46Aotrou ar mével-zé a zeui d’ann deiz na c’hortozô két, ha d’ann heur na wézô két; hag é rannô anézhan̄, hag é lakai eur gevren anézhan̄ gan̄d ann dûd disléal.

47Ar mével péhini a anavez ioul hé aotrou, ha n’en dévézô két gréat hervez hé ioul, a vézô kannet kaer: 46 Hôgen ann hini péhini n’en dévézô kéd anavézet hé ioul, hag a zellez gwanérez, hen-nez a vézô kannet eunn nébeût. Kalz é vézô goulennet digan̄d ann hini da béhini é vézô rôet kalz, ha muioc’h c’hoaz a vézô goulennet digan̄d ann hini da béhini é vézô rôet muioc’h.

48

49Deûed ounn da deûrel ann tân war ann douar; ha pétrâ a c’hoan̄taann-mé nemét ma teûfé da énaoui?

50Badézet é tléann béza: ha pégémen̄t eo mall gan-én̄ é vé sévénet kémen̄t-sé?

51Ha c’houi a gred é venn deûed da gâs ar péoc’h war ann douar? Nann, a livirinn d’é-hoc’h, hôgen deûed ounn da gâs ar rann.

52Râk mar béz pemp dén enn eunn tî, é vézin̄t dizunvanet, trî ouc’h daou, ha daou ouc’h trî.

53Ann tâd ouc’h hé vâb, hag ar mâb ouc’h hé dâd; ar vamm ouc’h hé merc’h, hag ar verc’h ouc’h hé mamm, ar vamm-gaer ouc’h hé merc’h-kaer, hag ar verc’h-kaer oud hé mamm-gaer.

54Lavaroud a réa ivé d’ar bobl: Pa wélit eur goabren ô sével eûz ar c’hus-héol, é livirit râk-tâl: Don̄d a rai glaô; hag é teû.

55Ha pa c’houéz avel ar c’hresteiz, é livirit: Tomm é vézô; hag é teu da véza tomm.

56Pilpouzed, anaoud a ouzoc’h doaréou ann én̄v hag ann douar; hôgen pénaoz na anavézit-hu két ann amzer-man̄.

57Pénaoz na anavézit-hu kéd ac’hanoc’h hoc’h-unan (G) ar péz a zô gwirion?

58Hôgen p’az éz gan̄d da énébour dirâg ar penn-brô, laka évez d’en em zieûbi anézhan̄, gan̄d aoun na lakajé ac’hanod étré daouarn ar barner, n’az lakajé ar barner étré daouarn ar ministr, hag ar ministr er vâc’h.

59Hel lavaroud a rann d’îd; na zeûi két kuîd alesé, kén n’az pézô distaoled ann divéza gwennek. ———— XIII. PENNAD.

← Aviel Lukaz 11Read In The App, Free →Aviel Lukaz 13 →

Study Aviel Lukaz 12

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324