Aviel Lukaz 12:20
Hôgen Doué a lavaraz d’ézhan̄: Dén diboell, enn nôz-man̄ é vézô goulenned da éné digan-éz; da biou é vézô ar péz éc’h eûz dastumet?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
21Kémen̄t-sé a c’hoarvez da néb a zastum madou évit-han̄ ha péhini né d-eo két pinvidik dirâk Doué.
Cross References
2 Samuel 13:28Hôgen Absalom en dôa gourc’hémennet d’hé baotred, ô lavarout: Likid évez pa vézô Amnon mézô gan̄d ar gwin, ha pa livirinn d’é-hoc’h: skôit-hén̄, ha lazit-hén̄: n’hô pézet két a aoun; râk mé eo a c’hourc’hemenn kémen̄t-sé d’é-hoc’h. En em grévait ha bézit tûd a galoun.
Esther 5:11Hag é komzaz d’ézhô eûz a vrasder he vadou, eûz ann niver brâz eûz hé vipien, hag eûz ar c’hloar vrâz da béhini en dôa hé zavet ar roué dreist hé holl brin̄sed hag hé holl zervicherien.
Job 20:20Hôgen hé gôv n’en deûz két bét hé walc’h, ha pa en deûz bét ann traou a c’hoan̄téé, n’en deûz két gellet béza perc’hen d’ézhô.
Job 27:16Ma ra eur bern arc’han̄t, ével a zouar; mar dastum diḻad ével eur bern fan̄k;
Psalms 49:17Râk pa vézô marô, na gasô két holl gan̄t-han̄; hag hé c’hloar na ziskennô két gan̄t-han̄.