Aviel Lukaz 13:16
Ha né oa két réd ivé, é deiz ar sabbat, dieûbi hou-man̄, péhini a zô merc’h da Abraham, ha péhini a ioa en̄krézet gan̄t Satan triouec’h bloaz a ioa?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Luke 13:11Ha chétu é teûas eur vaouez, péhini a ioa en̄krézet gan̄d eur spéred hag a lékéa anézhi da véza klân̄ triouec’h bloaz a ioa, hag hî a ioa kroummet, enn hévelep doaré na hellé két selloud a-ûz d’ézhi.
Luke 16:24Hag hén̄ enn eur c’harmi a lavaraz: Tâd Abraham, az péz truez ouz-in; kâs Lazar, évit ma lakai penn hé vîz enn dour, ha ma freskai va zéôd; râg gwall en̄krézed ounn er flamm-man̄.
Romans 4:12Évit béza ivé ann tad eûz ar ré enwadet, péré hô deûz, nann hép-kén digéméret ann enwad, hôgen ivé a heûḻ roudou feiz Abraham hon tâd, pa édo c’hoaz dienwadet.