Aviel Lukaz 13:11
Ha chétu é teûas eur vaouez, péhini a ioa en̄krézet gan̄d eur spéred hag a lékéa anézhi da véza klân̄ triouec’h bloaz a ioa, hag hî a ioa kroummet, enn hévelep doaré na hellé két selloud a-ûz d’ézhi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Hôgen Jézuz a gélenné er sinagog da zeiz ar sabbat.
12Jézuz ô véza hé gwélet, hé galvaz, hag a lavaraz d’ézhi: Maouez, dieûbed oud eûz da c’hlén̄ved.
Cross References
Psalms 6:2Az péz truez ouz-in, ô Aotrou, ô véza ma ounn gwân: iac’ha ac’hanoun, ô Aotrou, ô véza ma eo gloazet va eskern.
Psalms 42:5Pérâk, va éné, oud-dé trist? Ha pérâg éc’h en̄krézez-té ac’hanoun? Laka da c’héd enn Aotrou; râg hé veûli a rinn c’hoaz, ével silvidigez va dremm,
Luke 8:27Ha pa oé diskennet Jézuz d’ann douar, é teûaz eunn dén d’hé gavout, péhini a oa touellet gan̄d ann diaoul pell amzer a ioa, péhini na wiské kéd a ziḻad, ha na choumé kéd enn eunn tî, hôgen er bésiou.
Luke 13:16Ha né oa két réd ivé, é deiz ar sabbat, dieûbi hou-man̄, péhini a zô merc’h da Abraham, ha péhini a ioa en̄krézet gan̄t Satan triouec’h bloaz a ioa?