The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 13

1Enn hévéleb amzer é teûaz hiniennou da lavaroud da Jézuz diwar-benn ar Galiléed, goâd péré en doa mesket Pilat gan̄d hô sakrifisou.

2Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô: Ha c’houi a gred pénaoz ar C’haliléed-zé a zô ar brasa péc’herien eûz ann holl C’haliléed, dré ma hô deûz gouzan̄vet kémen̄t-sé?

3Nann, a lavarann d’é-hoc’h; hôgen ma na rît pinijen, é varvod holl ével-t-hô.

4Ha c’houi a gréd ivé pénaoz ann triouec’h dén war béré eo kouézet tour Siloé, ha gan̄d péhini in̄t bét lazet, a ioa brasoc’h dléourien da Zoué égéd ann holl dud a choumé é Jéruzalem?

5Nann, a lavarann d’é-hoc’h; hôgen ma na rît pinijen, é varvod holl ével-t-hô.

6Lavaroud a réaz ivé ar barabolen-man̄: Eunn dén en doa eur wézen fiez plan̄tet enn hé winien, hag é teûaz da glask frouez enn-hi, ha na gavaz két.

7Hôgen lavaroud a réaz da labourer hé winien: Chétu trî bloaz zô aba ma teûann da glask frouez er wézen fiez-man̄, ha na gavann két: trouc’h-hi’ta; râk pérâg ivé é talc’h ann douar?

8Hag hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, lez-hi c’hoaz eur bloaz, évit ma toullinn war-drô, ha ma likinn teil.

9Ha martézé é tougô frouez; anéz pelloc’h é trouc’hi anézhi.

10Hôgen Jézuz a gélenné er sinagog da zeiz ar sabbat.

11Ha chétu é teûas eur vaouez, péhini a ioa en̄krézet gan̄d eur spéred hag a lékéa anézhi da véza klân̄ triouec’h bloaz a ioa, hag hî a ioa kroummet, enn hévelep doaré na hellé két selloud a-ûz d’ézhi.

12Jézuz ô véza hé gwélet, hé galvaz, hag a lavaraz d’ézhi: Maouez, dieûbed oud eûz da c’hlén̄ved.

13Hag é lékéaz hé zaouarn war-n-ézhi; hag hî a oé eeunet râk-tâl, hag a veûlaz Doué.

14Hôgen eur penn-sinagog péhini a ioa droug enn-han̄ ô véza ma iac’héé Jézuz é deiz ar sabbat, a lavaraz d’ar bobl: C’houéac’h dervez zô é péré é tléeur laboura, deûid éta enn deisiou-zé évit béza iac’héet, ha na zeûit ked é deiz ar sabbat.

15Neûzé ann Aotrou a respoun̄taz hag a lavsraz: Pilpouzed, ha na zistag két pép-hini ac’hanoc’h é deiz ar sabbat hé éjenn pé hé azen, évid hé denna eûz ar c’hraou hag hé gas d’ann dour?

16Ha né oa két réd ivé, é deiz ar sabbat, dieûbi hou-man̄, péhini a zô merc’h da Abraham, ha péhini a ioa en̄krézet gan̄t Satan triouec’h bloaz a ioa?

17Ha pa lavaraz kémen̄t-sé, hé holl énébourien a rusiaz: hag ann holl bobl em em laouénaé oc’h hé wéloud oc’h ôber kémen̄d a draôu meûleûduz.

18Lavaroud a réaz c’hoaz: Ouc’h pétrâ eo hén̄vel rouan̄télez Doué, pé ouc’h pétrâ éc’h hévélébékainn-mé anézhi?

19Hén̄vel eo oud eur c’hreûnen sézô a gémer eunn dén hag a laka enn hé liors. Kreski a ra, hag é teû da véza eur wézen vrâz; ha laboused ann én̄v a arzaô war hé skourrou.

20Lavaroud a réaz c’hoaz: ouc’h pétrâ éc’h hévélébékainn rouan̄télez Doué?

21Hén̄vel eo oud ar goell a gémer eur vaouez évid hé guza é trî feûr bleûd, bété ma teûi holl da c’hôi.

22Ha Jézuz a iea dré ar c’heriou, dré ar bourc’hiou enn eur gélenna, hag enn eur dôstaad ouc’h Jéruzalem.

23Hôgen unan-bennâg a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, ha nébeûd a hini a vézô salvet? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô.

24Strivid évit mon̄d dré ann ôr en̄k: râg hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, kalz a dûd a glaskô mon̄d ébarz, ha na hellin̄t két.

25Hôgen pa vézô éad ar penn-tî ébarz, ha pa en dévézô serred ann ôr, é choumod er-méaz, hag é téraouot skei war ann ôr, ô lavarout: Aotrou, digor d’é-omp; hag hén̄ a respoun̄tô hag a lavarô d’é-hoc’h: Na ouzonn kéd a béléac’h oc’h.

26Neûze é téraouot lavarout: Debret hag évet hon eûz dira-z-od ha té éc’h eûz kélennet enn hor marc’halec’hiou.

27Hag hén̄ a lavarô d’éhoc’h: Na ouzonn kéd a béléac’h oc’h: tec’hid diouz-in, tûd disléal.

28Énô é vézô gwélvan ha skrîñ-den̄t; pa wélot Abrabam, hag Izaak, ha Jakob, hag ann holl Broféded é rouan̄télez Doué, ha c’houi kased er-méaz.

29Don̄d a rai lôd eûz ar saô-héol, hag eûz ar c’hûs-héôl, hag eûz ann han̄ter-nôz, hag eûz ar c’hresteiz, péré a azézô é rouan̄télez Doué.

30Hag ar ré rivéza a vézô ar ré gen̄ta, hag ar ré gen̄ta a vézô ar ré zivéza.

31Enn deiz-zé é teuaz d’hé gavout hiniennou eûz ar Farizianed, ô lavaroud d’ézhan̄: Kéa-kuît, ha kerz ac’hann; râg Hérodez a fell d’ézhan̄ da laza.

32Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: It, ha livirid d’al louarn-zé: Chétu é kasann-kuît ann diaoulou, hag é rôann ar iéc’hed d’ar ré glan̄v hiriô ha war-c’hoaz, hag ann trédé deiz é vézinn kased-da-benn.

33Koulskoudé réd eo d’in kerzoud hiriô ha war-c’hoaz hag an̄trônôz; râg eur Profed na dlé két béza lékéad d’ar marô er-méaz eûz a Jéruzalem.

34Jéruzalem, Jéruzalem, té péhini a laz ar Broféded, hag a labez ar ré a zô kased d’îd, péd gwéach em eûz-mé mennet strolla da vugalé, é-c’hîz ma stroll eul labous hé neiz din̄dân hé ziou-askel, ha né két felled d’îd?

35Chétu hô tî a vézô lézed d’é-hoc’h dihen̄tet. Râk hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz n’am gwélot mui, kén na zeûot da lavarout: Benniget ra vézô ann hini a zeû enn hanô ann Aotrou. ———— XIV. PENNAD.

← Aviel Lukaz 12Read In The App, Free →Aviel Lukaz 14 →

Study Aviel Lukaz 13

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324