Aviel Lukaz 13:34
Jéruzalem, Jéruzalem, té péhini a laz ar Broféded, hag a labez ar ré a zô kased d’îd, péd gwéach em eûz-mé mennet strolla da vugalé, é-c’hîz ma stroll eul labous hé neiz din̄dân hé ziou-askel, ha né két felled d’îd?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ruth 2:12Ra zistolô ann Aotrou war-n-oud ar mâd éc’h eûz gréat, ha ra rôi ann Aotrou, Doué Israel, eur gôbr ar brasa d’id, pa oud deûet d’hé gavout, ha d’en em deûrel dindân he ziou-askel.
Nehemiah 9:30Gourzézet éc’h eûz war-n-ézhô é-pâd meûr a vloaz, hag éc’h eûz hô erbédet enn da spéred dré c’hénou da broféded; ha n’hô deûz két sélaouet; hag éc’h eûz hô lékéat étré daouarn poblou ann douar.
Psalms 36:7Péger braz eo, ô Doué, da drugarez! Ha bugalé ann dûd a lakai hô géd dindan gwarez da ziou-askél.
Psalms 81:10Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt: digor da c’hénou, hag é vézô lékéet leûn gan-en (M).