Levr ar Salmoù 36:7
Péger braz eo, ô Doué, da drugarez! Ha bugalé ann dûd a lakai hô géd dindan gwarez da ziou-askél.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Gwalc’het é vézin̄t gan̄t founder da dî; hag é rôi da éva d’ézhô eûz a froud da zudi.
Cross References
Ruth 2:12Ra zistolô ann Aotrou war-n-oud ar mâd éc’h eûz gréat, ha ra rôi ann Aotrou, Doué Israel, eur gôbr ar brasa d’id, pa oud deûet d’hé gavout, ha d’en em deûrel dindân he ziou-askel.
Psalms 17:8Diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a énéb oud da zourn déou, ével mâb-al-lagad. É skeûd da ziou-askel, gwarez ac’hanoun,
Psalms 57:1Az péz truez ouz-in, ô Doué, az péz truez ouz-in: râk va éné en deûz lékéat hé fisian̄s enn-od. Hag é likiinn va géd é skeûd da ziou-askel, kén na vézô éat ar fallagriez ébiou.
Psalms 71:19Ha da reizded, ô Doué, bétég al lec’hiou uc’héla, gan̄d ann traou brâs éc’h eûz gréat; ô Doué, piou a zô hén̄vel ouz-id?
Psalms 86:15Hôgen té, Aotrou, a zô eunn Doué truézuz ha trugarézuz, habask ha leûn a vadélez, ha gwirion.