Aviel Lukaz 15:19
N’ounn két talvoudek pelloc’h da véza galved da vâb: va zigémer ével unan euz da c’hôpraerien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And am no more worthy to be called thy son: make me as one of thy hired servants.
In Context
Cross References
Joshua 9:24Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Lavaret é oa bét d’é-omp, nî da zervicherien, pénaoz en dôa ann Aotrou da Zoué rôed hé c’hér da Voizez, hé zervicher, é rôjé d’é-hoc’h ann holl vrô-man̄; hag é kasché-da-gét ann holl dûd a choum enn-hi. Spoun̄tet brâz omb bét; ha gan̄d aoun ra-z-hoc’h, hon eûz kéméret ann dézô-zé évit savétei hor buez.
Psalms 84:10Râk gwell eo eunn deiz hép-kén enn da leûr-dî, éget mil el léach all (M). Dilennet em eûz béza dister é tî va Doué, ken̄toc’h égét choum dindan teltou ar béc’herien.
Luke 5:8Simon Per ô véza gwélet kémen̄t-sé, en em strin̄kaz da zaoulin Jézuz, hag a lavaraz: Aotrou, pella diouz-in, râg eur péc’her ounn.
James 4:8Tôstaid ouc’h Doué, hag é tôstai ouz-hoc’h. Glanit hô taouarn, péc’herien; ha skarzit hô kalounou, c’houi péré hoc’h euz spéréjou daou-blég.