Aviel Lukaz 15
1Hôgen ar Bublikaned hag ar béc’herien a dôstéé out-han̄; évid hé glevout.
2Hag ar Farizianed, hag ar Skri b ed a grôzé, ô lavarout: Pérâg ann dén-zé a zigemer-hén̄ péc’herien, hag i zebr gan̄t-hô?
3Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô ar barabolen-man̄:
4Péhini ac’hanoc’h, mar en défé kan̄t dan̄vad, ha mar teûfé da goll unan anézhô, na lezché kéd ann naon̄ték ha pévar-ugen̄d all el léac’h-distrô, évit mon̄d da glask ann hini a ioa dian̄ket, bété m’en défé hé gavet?
5Ha goudé m’en deûz hé gavet, é laka anézhan̄ laouen-brâz war hé ziskoaz.
6Hag ô ton̄d d’ar géar, é stroll hé viñouned hag hé amézeien, hag é lavar d’ézhô: En em louénait gan-én̄, râk kaved em eûz ann dan̄vad em boa kollet.
7Lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz é vézô ivé muioc’h a laouénidigez enn én̄v évid eur péc’her péhini a ra pinijen, égéd évit naon̄ték ha pévar-ugen̄d dén gwirion, péré n’hô deûz kéd ézomm a binijen.
8Pé piou eo ar vaouez, mar é défé dék péz-arc’han̄t; ha ma kollché unan anézhô, ha na énaoufé kéd ar c’hleûzeûr, ha na skubfé kéd ann tî, évid hé glask gan̄t préder, bété ma é défé hé gavet?
9Ha goudé ma é deûz hé gavet, é stroll hé miñounézed hag hé amézégézed, ô lavaroud: En em laouénait gan-én̄, râk kaved em eûz ar péz-arc’han̄t em boa kollet.
10Ével-sé hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é vézô laouénidigez é-touez ann Élez, pa zeûi eur péc’her hép-kén da ôber pinijen.
11C’hoaz é lavaraz: Eunn dén en doa daou vab:
12Hag ar iaouan̄ka anézhô a lavaraz d’hé dâd: Va zâd, rô d’in al lôden zanvez a zigouéz d’in. Hag hén̄ a rannaz hé zanvez gan̄t-hô.
13Hag eunn nébeûd dervésiou goudé, ar mâb iaouan̄ka, ô véza dastumet kémen̄d en doa, en em lékéaz enn hen̄t évit mon̄d étrézég eur vrô bell-meûrbéd, hag énô é tispiñaz hé zanvez ô véva gan̄t gadélez.
14Ha pa en doé dispiñet kémen̄d en doa, é c’hoarvézaz eunn naounégez vrâz er vrô-zé, hag é teûaz da ézommékaat.
15Kuîd éz éaz éta, hag en em lakaad a réaz é gôpr gan̄d eunn dén eûz ar vro. Hag hé-man̄ hen kasaz enn eunn ti d’ézhan̄ war ar méaz, évit mesa ar môc’h.
16C’hoan̄téed en divijé leunia hé gôf gan̄d ar c’hlosou a zebré ar môc’h: ha dén na rôé d’ézhan̄.
17Hôgen ô véza distroed enn-han̄ hé-unan, é lavaraz: A béd gôpraer zô é ti va zad hag en deûz bara é leiz, ha mé a varv aman̄ gan̄d ann naoun?
18Sével a rinn, hag éz inn étrézé va zâd, hag é livirinn d’ézhan̄: Va zâd, péc’hed em eûz a-éneb ann én̄v hag enn da énep.
19N’ounn két talvoudek pelloc’h da véza galved da vâb: va zigémer ével unan euz da c’hôpraerien.
20Hag é savaz, hag é teûaz étrézég hé dâd. Hôgen pa édo c’hoaz pell, hé dâd hen gwélaz, hag en doé truez out-han̄; hag ô tirédek é lammaz d’hé c’houzouk, hag é pokaz d’ézhan̄.
21Hag hé vâb a lavaraz d’ézhan̄: Va zâd, péc’hed em eûz a-éneb ann én̄v hag enn da énep; n’ounn két talvoudek pelloc’h da véza galved da vâb.
22Hôgen ann tâd a lavaraz d’hé vévellou: Digasit buan hé zaé gen̄ta, ha gwiskit-hi d’ézhan̄, ha likid eur walen ouc’h hé vîz, ha boutôu enn hé dreid:
23Digasid ivé al leûé lard, ha lazit-hén̄; debromp ha gréomb banvez.
24Râg ar mâb-man̄ d’in a ioa marô, hag eo asbevet: dian̄ked oa, hag eo askavet. Hag en em lakaad a réjon̄d da ôber banvez.
25Hôgen hé vap héna a ioa er park: ha pa zistrôaz ha pa dôstaaz ouc’h ann tî, é klevaz ar c’hân hag ar c’horol:
26Hag é c’halvaz unan eûz ar vévellou; hag é c’houlennaz pétrâ oa kémen̄t-sé.
27Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄: Da vreûr a zô deûet, ha da dâd en deûz lazed al leûé lard, ô véza ma’z eo distrôet iac’h.
28War gémen̄t-sé ê savaz droug enn-han̄ ha na fellé kéd d’ézhan̄ mon̄d ébarz. Hôgen hé dad ô véza éad er-méaz, en em lékéaz d’hé bidi.
29Hag hé-man̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’hé dâd: Chétu meûr a vloaz zô aba émounn dindân da c’hourc’hémennou, ha biskoaz n’ounn tréménet dreist hini anézhô: ha biskoaz n’éc’h euz rôed eur c’havrik d’in, évid ôber banvez gan̄t va miñouned.
30Hôgen kerken̄t ha ma eo deûed ar mâb-man̄ d’îd, péhini en deûz debret hé zanvez gan̄t merc’hed, éc’h eûz lazed évit-han̄ al leûé lard.
31Hag ann tâd a lavaraz d’ézhan̄: Va mab, té a zô bépréd gan-é n̄, ha kémen̄d em euz a zô d’îd:
32Hôgen réd é oa ôber banvez hag en em laouénaat, râg ar breûr-man̄ d’îd a ioa marô, hag eo asbévet: dian̄ked é oa hag eo askavet. ———— XVI. PENNAD.