Aviel Lukaz 16:19
Béz éz oa eunn dén pinvidik, péhini a ioa gwisket a vouk hag a lien moan: hag e réa banvez bemdez gan̄t mizou brâz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Béz’ éz oa ivé eunn dén paour hanvet Lazar, péhini a ioa gourvézet ouc’h hé zôr, gôlôed a c’houliou.
Cross References
Esther 8:15Hôgen Mardoché ô von̄t er-méaz eûz ar palez hag eûz a zirâg ar roué, en dôa diḻad roué kaer, glâz ha pers, hag eur gurunen aour war hé benn, hag eur van̄tel seiz ha mouk war hé ziskoaz. Hag ar géar holl a ébataz hag en em laouénaaz.
Psalms 73:3O véza ma em eûz bét érez oud ar ré fallagr, pa em eûz gwélet péoc’h ar béc’herien.
Isaiah 3:23Hô mellézourou, hô hivizou kaer, hô talédou, hag hô saéou skan̄v.
Ezekiel 16:49Chétu pétrâ eo bét fallagriez Sodoma da c’hoar: ar balc’hded; paodder ar bara hag eûz a bép-trâ; hag hô éhan, ha hini hô merc’hed; ha na astennen̄t két hô dourn d’ann ézommek ha d’ar paour.
Amos 6:4C’houi péré a gousk war wéléou olifan̄t, hag a vrâg war hô flédou: péré a zebr ar gwella ein eûz a douez ann dén̄ved, hag al larta leûéou eûz a greiz ann tropel.