Aviel Lukaz 18:11
Ar Farizian oc’h en em zerc’hel enn hé zâ, a bédé ével-henn enn-han̄ hé-unan: Va Doué, da drugarékaad a rann ô véza n’ounn kéd ével ar ré all eûz ann dûd, péré a zô laéroun, disléal, hag avoultrerien: na zô-kén ével ar Publikan-man̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Daou zén a biñaz enn templ évit pidi: unan a ioa Farizian, hag égilé Publikan.
12Diou wéach ar zizun é iunann: ann déog a rôann war gémen̄d em eûz.
Cross References
Psalms 135:2Ar ré a venn fallagriézou enn hô c’haloun, a stourmé bemdez ouz-in.
Isaiah 58:2Râk chétu ann dévalien a c’hôlô ann douar, hag ann amc’houlou ar boblou; hogen ann Aotrou a zavô war-n-od, hag hé c’hloar a vézô gwélet enn-od.
Jeremiah 2:28Péléac’h éma da zouéed, péré éc’h eûz gréat évid-od? Ra zavin̄t ha ra zieûbin̄t ac’hanod é amzer da an̄ken; râk kenn aliéz a zouéed hag a gériou éz pôa, ô Juda.
Ezekiel 33:31Hag hî a zeû étrézég enn-od, ével ma en em stroll eur bobl; hag hî a azez dira-z-od, ével va fobl; hag hî a zélaou da lavariou, ha na sévénon̄t két anézhô; râg hî hô zrô é kanaouennou enn hô génou, hag hô c’haloun a ia da heûl hô fizôni.