Levr Yehezkel 33:31
Hag hî a zeû étrézég enn-od, ével ma en em stroll eur bobl; hag hî a azez dira-z-od, ével va fobl; hag hî a zélaou da lavariou, ha na sévénon̄t két anézhô; râg hî hô zrô é kanaouennou enn hô génou, hag hô c’haloun a ia da heûl hô fizôni.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 5:28Ar valloz, ma na zen̄tit két out kélennou ann Aotrou hô Toué; hôgen mar pellait diouc’h ann hen̄t a ziskouézann d’é-hoc’h bréman̄ évit kerzout war-lerc’h douéed a-ziavéaz, ha na anavézit két.
Psalms 78:36Hôgen hî a garaz anézhan̄ a c’hénou; hag hô zéôd a lavaré gévier d’ézhan̄.
Jeremiah 6:16Ével-henn é lavar ann Aotrou: Savit war ann hen̄chou, ha gwélit, ha goulennit é-touez ann hen̄chou kôz péhini eo ann hen̄t mâd; ha kerzid enn-han̄; ha c’houi a gavô fréskadurez d’hoc’h énéou. Hag hî hô deûz lavaret: Na gerzimp két.
Jeremiah 42:21Ha n’en deûz két bét a goun ann Aotrou eûz ar sakrifisou hoc’h eûz gréat é kériou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem, c’houi hag hô tadou, hô rouéed hag hô prin̄sed, ha pobl ar vrô? Ha né két piñet bétég hé galoun?
Jeremiah 44:16Lékéat en deûz kalz anézhô da gouéza, hag hî a zô bét kouézet ann eil war égilé, hag hô deûz lavaret: Savomp, ha distrôomp étrézeg hor bobl, hag étrézég ar vrô é péhini omb bét ganet, dirâk klézé ar goulm.