The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 18

1Lavaroud a réaz ivé ar barabolen-man̄ d’ézhô, évid diskouéza pénaoz eo réd pidi bépréd, hag héb éhana,

2O lavarout: Béz’ éz oa eur barner enn eur géar, ha na zoujé kéd Doué, ha n’en doa aoun é-bed râg ann dûd.

3Béz’ éz oa ivé eunn in̄tan̄vez er géar-zé, hag a zeûaz d’hé gavout, ô lavarout: Kastiz va énébour.

4Hag é-pâd pell-amzer na fellaz kéd d’ézhan̄ hé ôber. Hôgen goudé-zé é lavaraz enn-han̄ hé-unan: Pétrâ-bennâg na zoujann kéd Doué, ha n’em eûz aoun é-béd râg ann dûd,

5Koulskoudé, ô véza ma teû ann in̄tan̄vez-zé da heskina ac’hanoun, é kastizinn hé énébour, gan̄d aoun na zeûfé enn-divez da vézékaad ac’hanoun.

6Neûzé ann Aotrou a lavaraz: Klevit pétrâ a lavar ar barner disléal.

7Hôgen Doué ha na ven̄jô-hén két hé ré zilennet, péré a lén̄v out-han̄ nôz-deiz, hag habaskded en dévézô enn hô c’hén̄ver? (G).

8Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz é ven̄jô anézhô hep dalé (G). Hôgen pa zeûi Mâb ann dén, ha c’houi a venn pénaoz é kavô feiz war ann douar?

9Lavaroud a réaz ivé ar barabolen-man̄ da hiniennou, péré a fisié enn-hô hô-unan é-c’hîz tûd gwirion, hag a réa faé eûz ar ré all:

10Daou zén a biñaz enn templ évit pidi: unan a ioa Farizian, hag égilé Publikan.

11Ar Farizian oc’h en em zerc’hel enn hé zâ, a bédé ével-henn enn-han̄ hé-unan: Va Doué, da drugarékaad a rann ô véza n’ounn kéd ével ar ré all eûz ann dûd, péré a zô laéroun, disléal, hag avoultrerien: na zô-kén ével ar Publikan-man̄.

12Diou wéach ar zizun é iunann: ann déog a rôann war gémen̄d em eûz.

13Hag ar Publikan oc’h en em zerc’hel a bell, na grédé két sével hé zaou-lagad étrézég ann én̄v: hag é skôé war boull hé galoun, ô lavarout: Va Doué, az péz truez ouz-in-mé péc’her.

14Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz hé-man̄ a zistrôiô diskarg d’hé dî, hag égilé na rai két: râk piou-bennâg en em uc’héla a vézô izéléet: ha piou-bennâg en em izéla a vézô uc’héléet.

15Neuzé é oé kased dézhan̄ bugaligou évit ma lakajé hé zaouarn war-n-ézhô. Hôgen hé ziskibled pa weljon̄d anézho, en em lékéaz d’hô c’hrôza enn eunn doaré dichek.

16Ha Jézuz a c’halvaz anézhô enn-drô d’ézhan̄, hag a lavaraz d’hé ziskibled: List ar vugaligou da zon̄d d’am c’havout, ha na virit kéd out-hô; rak rouan̄télez Doué a zô évid ar ré a zô hén̄vel out-hô.

17É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h; piou-bennâg na zigémérô két rouan̄télez Doué ével eur bugel bihan, n’az ai kéd ébarz.

18Ha chétu eur prin̄s a zeûaz hag a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou mâd, oc’h ôber pétrâ em bézô-mé ar vuez peûr-baduz?

19Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg am galvez-té mâd? Doué hép-kén a zô mâd.

20Ar gourc’hémennou a anavézez: Na lazi két: Na avoultri két: Na laéri két: Na zougi kéd a fals testéni: Enor da dâd ha da vamm.

21Hag hén̄ a lavaraz: Mired em eûz kémen̄t-sé adalek va iouan̄kiz.

22Jézuz ô véza hé glevet, a lavaraz d’ézhan̄: Eunn dra éc’h eûz c’hoaz da ôber: gwerz kémen̄d éc’h eûz, ha rô hén̄ d’ar béorien, hag ez pézô eunn ten̄zor enn én̄v: ha deûz, hag heuḻ ac’hanoun.

23Hé-man̄ pa glevaz kémen̄t-sé a oé glac’haret-braz; râk pinvidik-braz é oa.

24Hôgen Jézuz pa hen gwélaz deûet trist, a lavaraz: Pégen diez eo da eunn dén pinvidik mon̄d é rouan̄télez Doué!

25Râg easoc’h eo da eûr c’han̄val treménoud dré graouen eunn nadoz, égéd da eunn dén pinvidik mon̄d é rouan̄télez Doué.

26Hag ar ré a zélaoué anézhan̄ a lavaraz: Piou éta a hellô béza salvet?

27Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Ar péz a zô dic’halluz d’ann dûd, a zô galluz da Zoué.

28Hôgen Per a lavaraz d’ézhan̄: Évid-omp-ni hon eûz dilézet pép-trâ, hag hon eûz da heûliet.

29Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô: É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h pénaoz dén na zilézô hé dî, pé hé dâd hag hé vamm, pé hé vreûdeûr, pé hé c’hrég, pé hé vugalé, évit rouan̄télez Doué,

30Ha n’en dévézô enn amzer-man̄ kalz ouc’h-penn, hag enn amzer da zon̄t ar vuez peûr-baduz.

31Neûzé Jézuz a géméraz gan̄t-han̄ ann daouzék, hag a lavaraz d’ézhô: Chétu éz éomp da Jéruzalem, ha kémen̄d a zô bét skrivet gan̄d ar Broféded diwar-benn Mâb ann dén a vézô sévénet.

32Râk lékéat é vézô étré daouarn ar Jen̄tiled, péré a rai goab anézhan̄, a skourjékô anézhan̄ hag a skôpô out-han̄:

33Ha goudé béza hé skourjézet, é lazin̄d anézhan̄, hag ann trédé deiz é savô a varô da véô.

34Hag hî na boellé nétrâ eûz a gémen̄t-se; al lavar-zé a oa kuzet d’ézhô, ha na wien̄t két pétrâ a fellé d’ézhan̄ da lavarout.

35Ha pa édo tôst da Jériko, eunn dén dall a ioa azézet war ann hen̄t, hag a c’houlenné ann aluzen.

36Ha pa glevaz ar bobl ô tréménout, é c’houlennaz pétrâ é oa kémen̄t-sé.

37Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ pénaoz é tréméné Jézuz a Nazaret.

38Hag hén̄ en em lékéaz da c’harmi, ô lavarout: Jézuz, mâb David, az péz truez ouz-in.

39Hag ar ré a iéa a-raok a grôzé anézhan̄ évid hé lakaad da dével. Hôgen hén̄ a c’harmé c’hoaz kréoc’h, ô lavarout: Mâb David, az péz truez ouz-in.

40Hôgen Jézuz ô véza arzaouet, a c’hourc’hémennaz hé gâs d’ézhan̄. Ha pa dôstaaz, é c’houlennaz digan̄t-han̄:

41Pétrâ a fell d’îd é rajenn évid-od? Hag ann dén dall a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, gra ma wélinn.

42Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Gwél, da feiz en deûz da zavétéet.

43Ha râk-tâl é wélaz, hag éc’h heûlié Jézuz ô veûli Doué. Hag ann holl bobl ô welout kémen̄t-sé a veûlaz Doué ———— XIX. PENNAD.

← Aviel Lukaz 17Read In The App, Free →Aviel Lukaz 19 →

Study Aviel Lukaz 18

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324