Aviel Lukaz 2:25
Hôgen béz’ éz oa é Jéruzalem eunn dén gwirion hag a zoujan̄s Doué, hanvet Siméon, péhini a c’hédé dic’h-lac’har Israel: hag ar Spéred-Santel a ioa enn-han̄ (G).
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 11:29Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg oud-dé oazuz enn abek d’in? A-ioul ma tiouganfé ann holl bobl, ha ma rôjé ann Aotrou hé spéred d’ézhô!
Job 1:8Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Ha n’éc’h eûz-té két sellet out Job, va servicher, out péhini n’eûz dén é-béd hén̄vel war ann douar, dén eeun ha reiz, hag a zouj Doué, hag a dec’h diouc’h ann drouk?
Isaiah 40:1Chétu va servicher; hé zigémérout a rinn; va dilennet é péhini em eûz lékéat va holl garan̄tez; lékéat em eûz va spéred war-n-ézhan̄, hag hén̄ a embannô ar varn d’ar brôadou.
Micah 6:8N’en em laouéna két em énep, va énébourez, ô véza ma ounn kouézet: sével a rinn adarré, goudé ma vézinn bét azézet enn amc’houlou; ann Aotrou eo va goulou.
Luke 1:6Gwirion é oan̄t hô-daou dirak Doué, ha kerzoud a réan̄t é gourc’hémennou hag é lézennou ann Aotrou gan̄d dinamded.