The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 2

1Hôgen enn deisiou zé é oé embannet eur gourc’hémenn euz a berz Sézar Aogustuz, évit ma vijé nivéred ar béd boll.

2Ann nivéridigez gen̄ta-zé a oé gréat pa édo Kirinuz mérer é Siria.

3Hag ann holl a iéa évit rei hanô pép-hini, enn hé géar hé-unan.

4Jozef a iéaz ivé eûz a géar Nazaret é Galiléa, é Judéa da géar David, a c’halveur Bétléhem; dré m’az oa eûz a dî hag eûz a wenn David,

5Évit rei hé hanô gan̄t Mari hé c’hrég péhini a ioa brazez.

6Hôgen pa édon̄t énô é c’hoarvézaz pénaoz ann amzer é péhini é tlié hou-man̄ gwilioudi a oé leûniet.

7Hag é c’hanaz hé mâb ken̄ta-ganet, hag ô véza hé vaḻuret, é lékéaz anézhan̄ enn eul laouer; râk né oa kéd eul léac’h évit-hô enn eunn hostaléri.

8Hôgen béz’ é oa war-drô énô méserien péré a veḻé, ô viroud hô loéned é-pâd ann nôz.

9Ha chétu eunn Éal eûz ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhô, war hô zrô, hag hô doé eur spoun̄t brâz.

10Hag ann Éal a lavaraz d’ézhô: N’hô pézet kéd a aoun; râk chétu é tiouganann d’é-hoc’h eur c’helou hag a vézo eul lévénez vrâz évid ann holl bobl.

11Rag ganed eo hiriô d’é-hoc’h eur Salver, é kéar David, péhini eo ar C’hrist hag ann Aotrou.

12Hag hou-man é vézô ann arwéz d’é-hoc’h: Kavoud a réot eur bugel maḻuret ha lékéat enn eul laouer.

13Ha kerken̄t en em unanaz gan̄d ann Éal eul lôd brâz eûz a armé ann én̄v, péré a veûlé Doué, hag a lavaré:

14Gloar da Zoué enn uc’héla eûz ann én̄vou, ha péoc’h war ann douar d’ann dûd a ioul vâd.

15Ha goudé ma oé distrôed ann Élez enn én̄v, ar véserien a lavaraz ann eil dégilé: Déomp bété Betléhem, ha gwélomp pétrâ a zô c’hoarvézet, hag ar péz en deûz diskléried d’é-omp ann Aotrou.

16Hag é teûjon̄t buan: hag é kafchon̄t Mari ha Jozef, hag ar bugel lékéat el laouer.

17Ha pa hen gwéljon̄t, éc’h anavézchon̄t ar péz a ioa bét lavaret d’ézhô diwar-benn ar bugel-zé.

18Ha kémen̄d hini hé c’hlevaz a oé souézet-brâz eûz ar péz a ioa bét lavaret d’ézhô gan̄d ar véserien.

19Hôgen Mari a viré ann holl c’hériou-ze, ô tistréménoud anézhô enn hé c’haloun.

20Hag ar véserien a zistrôaz oc’h énori hag ô veûli Doué eûz a gémen̄t trâ hô doa klevet ha gwélet, hervez ma oa bét lavared d’ézhô.

21Ha pa oé deued ann eizved devez é péhini é tlié ar bugel béza trô-drouc’het, é oé hanvet JÉZUZ, hanô en doa diouganet ann Éal abars ma oa en̄géhen̄tet é kôv hé vamm.

22Ha goudé ma oé sévénet deisiou ar c’harzérez, hervez lézen Moizez, é tougjon̄d anézhan̄ da Jéruzalem, évid hé ginniga d’ann Aotrou,

23Hervez ma eo skrivet é lézen ann Aotrou: Pep paotr kenta-ganet a dlé béza kinniged da Zoué.

24Hag évit rei é azeûlidigez, hervez ma eo lavaret é lézen ann Aotrou, eur ré durzunelled, pé diou goulmik.

25Hôgen béz’ éz oa é Jéruzalem eunn dén gwirion hag a zoujan̄s Doué, hanvet Siméon, péhini a c’hédé dic’h-lac’har Israel: hag ar Spéred-Santel a ioa enn-han̄ (G).

26Disrévellet é oa bét d’ézhan̄ gan̄d ar Spéred-San̄tel na wéljé kéd ar marô, kén n’en divijé gwelet a-raok Krist ann Aotrou.

27Hag é teûaz enn templ, kaset gan̄d ar Spéred. Ha pa oé kased ar mab Jézuz enn templ gan̄d hé dûd, évit ma vijé gréad dézhan̄ hervez boaz al lézen;

28Hén̄ a géméraz anézhan̄ étré hé zivrec’h, a veûlaz Doué, hag a lavaraz:

29Tenn bréma, Aotrou, é péoc’h da zervicher eûz ar béd, hervez da c’hér,

30Pa hô deûz gwélet va daoulagad da zilvidigez,

31A zô bét aozet gan-éz dirâg ann holl boblou.

32Ével ar goulou a dlé goulaoui ar vrôadou, ha gloar da bobl.

33Ann tâd hag ar vamm eûz a Jézuz a oé souézet-brâz eûz ar péz a gleven̄t lavaroud diwar hé benn.

34Ha Siméon a vennigaz anézhô, hag a lavaraz da Vari hé vamm: Chétu eo lékéad hé-man̄ évid ar c’holl hag ann dazorc’hidigez eûz a veûr a hini é Israel; hag évit béza enn arouéz da énébiez ann dûd.

35Ha da éné da-unan a vézô treûzet gan̄d eur c’hlézé. Évit ma vézô diskleriet ar ménosiou kuzet é kaloun meûr a hini.

36Béz’ éz oa ivé eur brofédez han̄vet Anna, merc’h da Fanuel, eûz a vreûriez Azer, péhini a ioa hîr-hoalet, ha né d-oa bévet gan̄t hé goâz némét seiz bloaz, hag hî gwerc’hez pa oé dimézet.

37In̄tan̄vez é oa neûzé, hag é doa pevar bloaz ha pevar-ugen̄t; hag é choumé bépréd enn templ, ô servicha Doué dré ar pédennou nôz-deiz.

38Hag hou-man̄ ô véza en em gaved énô enn heur-zé, a veûlaz ivé ann Aotrou, hag a gomzaz diwar-benn Jézuz, da gémen̄d hini a c’hortozé dasprénadurez Israel.

39Ha goudé m’hô doé sévénet kémen̄d a ioa gourc’hémennet gan̄t lézen ann Aotrou, é tistrôjon̄t é Galiléa, da Nazaret hô c’héar.

40Hôgen ar bugel a greské, hag a grévaé leûn a furnez: ha trugarez Doué a ioa enn-han̄.

41Hé dûd a iéa bép ploaz da Jéruzalem, da c’houél Bask.

42Ha pa en doé Jézuz daouzék vloaz, éz éjon̄d da Jéruzalem, diouc’h hô boaz, da zeiz ar gouél.

43Goudé ma oé tréménet deisiou ar gouél, pa zistrôen̄t, ar bugel Jézuz a ioa choumed é Jéruzalem, hag hé dûd na anavézchon̄t két kémen̄t-sé.

44Hag ô venna pénaoz édo enn hô zouez, é valéjon̄t héd eunn dervez: hag é klaskchon̄t anézhan̄ é-touez hô zûd hag ar ré eûz hô anaoudégez.

45Hag ô véza na gafchon̄t kéd anézhan̄, é tistrôjon̄d da Jéruzalem évid hé glaskout.

46Ha tri dervez goudé é kafchon̄d anézhan̄ enn templ azézet é kreiz ann doktored, ô sélaoui, hag ô kélenna anézhô.

47Hôgen ar ré a zélaoué anézhan̄ a ioa souézet-brâz eûz hé furnez hag eûz hé respoun̄chou.

48Hag hé dûd ô wélout kémen̄t-sé a oé souezet-brâz: hag hé vamm a lavaraz d’ézhan̄: Va mâb, pérâg éc’h eûs-té gréat kémen̄t-sé dé-omp? Chétu da dâd ha mé a glaské ac’hanod gan̄t glac’har.

49Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Pérâg é klaskac’h-hu ac’hanoun: ha na wiac’h-hu két pénaoz eo réd d’in en em rei d’ar péz a zell ouc’h va Zâd?

50Hôgen hî na boellen̄t két ar ger a lavaré d’ézhô.

51Hag hén̄ a iéaz-kuît gan̄t-hô, hag a zeûaz da Nazaret; hag é toujé d’ézhô. Hag hé vamm a viré ann holl c’hériou-zé enn hé c’haloun.

52Ha Jézuz a greské é furnez, é oad, hag é neûz-vâd dirâk Doué ha dirag ann dûd. ———— III. PENNAD.

← Aviel Lukaz 1Read In The App, Free →Aviel Lukaz 3 →

Study Aviel Lukaz 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324