Aviel Lukaz 2:4
Jozef a iéaz ivé eûz a géar Nazaret é Galiléa, é Judéa da géar David, a c’halveur Bétléhem; dré m’az oa eûz a dî hag eûz a wenn David,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Hag ann holl a iéa évit rei hanô pép-hini, enn hé géar hé-unan.
5Évit rei hé hanô gan̄t Mari hé c’hrég péhini a ioa brazez.
Cross References
Ruth 1:19Hag ô véza en em lékéat enn hen̄t hô diou, éz éjon̄t da Vétléhem. Kerken̄t ha ma en em gavchon̄t é kéar, ann holl a gomzaz anézhô: hag ar merc’hed a lavaré: Houn-nez eo Noémi.
Ruth 4:11Ann holl hobl a ioa out porz-kéar, hag ann hénaoured a lavaraz: Nî a zô testou. Ra lakai ann Aotrou ar c’hrég-man̄, péhini a ia enn da dî, hén̄vel out Rachel ha Lia, péré hô deûz savet ti Israel, évit ma vézô eur skouér a furnez enn Éfrata, ha ma é dévezô eunn hanô kaer é Bétléhem.
Ruth 4:21Salmon a oé tâd Booz; Booz a oé tâd Obed (T);
1 Samuel 16:4Hag eunn dén a oa bastard a zeûaz er-méaz eûz a gamp ar Filistined: Goliat a réad anézhan̄; eûz a C’hét é oa ha c’houéac’h ilinad hag eur raouen a-héd en dôa.